Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Kanomp asampl e Pleuvigner d'an 2 a viz Ebrel

Get sikour Kanerion Pleuvigner ha Radio Bro-Gwened e kinnig Kerlenn Sten Kidna an Alre d’an dud en em gavet da ganal e brezhoneg d’ar sul 2 a viz Ebrel, 2e30 d’enderv e sal ar Vadalen, e bourc’h Pleuvigner, da geñver pedervet Kanomp asampl ! Engortoz e vêr da vihanañ

Christian Le Meut pour Sten Kidna an-Alre le 23/03/06 18:00

Get sikour Kanerion Pleuvigner ha Radio Bro-Gwened e kinnig Kerlenn Sten Kidna an Alre d’an dud en em gavet da ganal e brezhoneg d’ar sul 2 a viz Ebrel, 2e30 d’enderv e sal ar Vadalen, e bourc’h Pleuvigner, da geñver pedervet Kanomp asampl ! Engortoz e vêr da vihanañ da gaout ar blez-mañ c’hoazh kement a dud èl an daou vlez kent, da lâret eo tro 300 den. Kantikoù ha sonennoù e brezhoneg.

N’eo ket bemdez e kouvier an dud d’en em dolpiñ evit kanal asampl, ha gloevoc’h c’hoazh evit kanal ar pezh a ray danvez an endervezhiad-mañ. Rak, ma vo lâret lod a sonennoù poblek kaerañ ha brudetañ Bro-Wened, e vo roet ivez ul lec’h a-feson d’ar c’hanennoù iliz. Ha jaojiñ ‘ra kantikoù doc’h ur seurt abadenn nend eo ket aozet en un iliz na memp get an disterañ preder relijiel ? Perak pas pa ouier pegen kanet, pegen anavet, pegen karet e oa ar c’hantikoù-se nend eus ket c’hoazh ken gwerso-se e pep lec’h dre ar vro. Ha mard int forbanet hiriv an deiz a-zoc’h an darn vrasañ ag an ilizioù ne chell ket an digâsted-se ober deomp disoñjal brasted ha pouezusted o lec’h e sevenadur pobl ar vrezhonegerion betek er blezadoù 1960 ; e kontrel memp. Setu perak e venn Kanomp asampl bout un digarez d’ar re goshañ da adkavout, ha d’ar re yaouankañ da zizoloiñ, ar blijadur a santer doc’h o c’hanal a-unan get ur vostad tud. Kantikoù d’ar Werc’hez ha da Santez Anna eo a vo kanet ar blez-mañ. Ur bare kanerion da gas ar c’han.

Nend eo ket d’ur ganadeg e vezer pedet da zonet, met d’un tolp kanal savet en-dro da gKanerion Pleuvigner, da joeñtiñ e vouezh doc’h o re-int. Klask lâret a-dreuz hag a-hed ur wezh oc’hpenn piv eo ar bare gwazed-se a vehe koll amzer : Mil anavet int e Breizh ha pelloc’h c’hoazh ; brud o CD diwezhañ nevez zo embannet hen diskouez splann. Trawalc’h ‘vo enta degas soñj emañ an akustumañs-se just awalc’h da ganal asampl en iliz, hag an c’hoant da zerc’hel d’hen ober er-maez ag an iliz, a zo bet penn-kaoz d’ar bare bout bet savet. A drugarez da ampertiz ar ganerion, ha dreist-pep-tra da hini Gwigner an Henañff, mestr ar bare o deus graet kement a verzh div abadenn gentañ Kanomp asampl : Int eo e gwirionez a hent, a harp, a zalc’h ar saliad a-bezh betek donet d’he lakaat da ganal en ur memp analad.

Moiaen ‘vo preniñ (2E) ur c’haierig get komzoù an holl sonennoù ha kanennoù. Donet e-barzh : Digoust (chañs vat da Gerlenn Sten Kidna get an nep a gar). Taolit evezh ! Mand eo degemerus ha brav ar sal nend eo ket ken bras-se : gwell eo arru abred. Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58.

Chantons en breton avec les Kanerion Pleuvigner :

Pour la quatrième année consécutive le Cercle alréen Sten Kidna-« Komzomp Asampl » propose, en association avec les Kanerion Pleuvigner et Radio Bro-Gwened, une après-midi de retrouvailles chantées, le dimanche 2 avril, à 14h30, au Foyer de la Madeleine, à Pluvigner. Le principe reste inchangé après le succès important des trois précédentes éditions (300 participants à chaque fois) : inviter les gens à retrouver le plaisir de chanter ensemble en breton. Cantiques et chants profanes en breton exclusivement. Le rendez-vous en lui-même reste original, et cette originalité est encore renforcée par le contenu du programme proposé. En effet, si l’on reprendra des chansons populaires à écouter, à danser, à marcher dont le répertoire vannetais est très riche, une part de l’après-midi sera consacrée aux cantiques. Un peu surprenant de prime abord, mais il n’en est finalement rien : les cantiques bretons, aujourd’hui marginalisés à l’église, ont été le support d’une forte tradition populaire chantée jusqu’aux années 1960. Indépendamment de toute structure religieuse, Kanomp asampl offre l’occasion de retrouver - pour les plus anciens, de découvrir – pour les plus jeunes - l’esprit et le souffle d’une grande assemblée unie dans un même chant. Il ne s’agit nullement d’un concert, mais bien d’une assemblée chantante réunie autour des Kanerion Pleuvigner. On ne présente plus ce chœur d’hommes parmi les plus célèbres de Bretagne et de toute la Celtie ; le succès du dernier album paru tout récemment est le signe d’une réputation maintenantbien établie. Rappelons simplement qu’il est né justement de cette habitude d’un groupe d’hommes de se retrouver pour chanter ensemble à l’église. L’engagement du choeur et de son chef, Guigner Le Hénanff, est fondamental dans la réussite de Kanomp asampl. C’est lui en effet qui assure le soutien et la cohésion de la foule qui chante, qui la conduit à donner le meilleur d’elle-même, créant ainsi un véritable souffle commun.

Un livret contenant les chants et cantiques sera à la disposition des participants (2Euros). Entrée : Gratuite ; participation volontaire aux activités du Cercle Sten Kidna. Attention : la salle est très conviviale mais de capacité réduite : mieux vaut ne pas arriver trop en retard. Kerlenn Sten Kidna : 02 97 29 16 58.

mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 2 ?