En linenn e c'heller lenn "Kannadig Imbourc'h" kelaouenn Emglev An Tiegezhioù.

Perak embann ar c\'hannadig war ar genrouedad ? Anat eo en deus Emglev An Tiegezhioù ezhomm a izili, a lennerion hag a harperion evit mont en-dro, rak un Emsav a venn Emglev An Tiegezhioù bezañ. E lenn a c\'heller war ar genrouedad evit gouzout petra eo : ledan-tre eo an dachenn. Pep hini a c\'hell kavout e gont ha kemer perzh, e doare pe zoare, er raktresoù a vez endeo pe, c\'hoazh, kregiñ e-barzh reoù all. Taolenn niv. 81 (Mae-Mezheven 2013) http://emglev.wordpress.com/2013/06/28/kannadig-imbourch-81-mae-mezheven-2013/ Merzherion Otranto gant Y. Mikael (lazhadeg kristenion Otranto gant an Durked, politikerezh ar c\'hallaoued e keñver ar vuzulmiz e grez ar roue Frañsez Iañ…) Kristengaserezh e Breizh, gant T. Gwilhmod (afer Clément Méric, Brest, Naoned, Antifa-ed, iliz-veur an Naoned disakret…) Aeled pe Aelez ? gant T. Gwilhmod (studiadenn yezhoniezh; ivez : kemm \'zo etre Aeled mat hag Aeled vat) Paganiezh (3/3) gant Ewen Delanoy (diwar 12vet levrenn an aotrou \'abad Gaume “Révolution”, a-zivout ar Brotestanted, ar bed truezus gresian-ha-roman, ar baganiezh hiziv, lignez an Aotrou Gaume en istor…) An Nevez-meur eo an Aotrou Krist, gant Youenn Troal Maen-kurun e Blaen gant Y. Mikael Notennoù diwar an darvoudoù gant Y. Maneguen Oberiantizoù EAT, kañvoù, keleier... ____ Keloù diwezhañ : Emvod meur Emglev An Tiegezhioù d\'ar sul 14 a viz Gouere e Trelevenez. ----- http://emglev.wordpress.com