Kanerien, istorourien ha sonerien ba iliz Lokunole
Heol splann er maez, tud sioul hag aketus e-barzh an iliz. Lokunole, pe lok Gwenole, ar manac'h brudet a oa deuet da Landevenneg evit krouiñ ur manati. Douaroù e-kichen an
Par Fanny Chauffin pour ABP le 16/09/10 22:23
Heol splann er maez, tud sioul hag aketus e-barzh an iliz. Lokunole, pe lok Gwenole, ar manac'h brudet a oa deuet da Landevenneg evit krouiñ ur manati. Douaroù e-kichen an Ele a oa d'ar manati, ha setu perak e oa bet roet e anv d'ar barez.
Pa oa un diaoul o spontañ ar vugale e Reier an Diaoul e oa ur strollad tud en iliz o kanañ tonioù dastumet er vro (mamm Yann Pier Derredel a chome ba Lokunole pa oa yaouank - kanet oa bet gant Alain Prima kantikoù ar vro). Sonerien a oa ivez : uillean pipe Mael ar Goff, violoñs Marie-Agnès, orgaoù Alan Peron. Aozet mat gant ur ganerez all, brudet er vro evit tout al labour kaset da benn ganti er vro : Anne-Marie Colomer.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....