328 vues

Dre ma vo bout emren ha dizalc'h tem festival Taol Kurun 2013, setu ur c'honkour nevez war ar stern

Dre ma vo "bout emren ha dizalc'h" tem Taol Kurun 2013, setu ur c'honkour nevez war ar stern

Brav eo Liberta, Bro Gozh ma Zadoù, Gwerz Marv Pontkalleg, Nevenoe ... Ha perak ne vefe ket ur c'honkour gant kanerien o tont eus pep lec'h e Breizh o tiskouez o ampartiz ? E galleg hag e brezhoneg gant kanaouennoù anavezet e vo lodenn gentañ ar genstrivadeg.

An eil lodenn avat, a vo gant kanaouennoù nevez kompozet, evit difenn stourmoù a-vremañ, en tu all eus ar bed, pe amañ e Breizh, e brezhoneg, galleg, galloeg...

titouroù : taolkurun@laposte.net

06 79 14 96 87 - http://taolkurun.free.fr/

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....