Extrait audio

Kan (Skolidi CM1-CM2 skol Fañch Gwilhoù Doua)

Gourc'hemennoù bugale, dreist ho labour gant Gwenole !!!

Setu ar paozioù, graet gant bugale klas divyezhek Gwenole Larvol, pebezh startijenn ! Gourc'hemennoù bugale, dreist ho labour gant Gwenole !!!
Redadeg DZ
Dreist ar maezioù ha dreist ar morioù Dre ar straedoù hag an hentoù E-pad an deiz pe 'pad an noz Ar re yaouank hag ar re gozh Dindan an heol pe dindan ar glav 'Vez klevet an holl o redek o kanañ
Diskan : Sav da daouarn ! Redadeg 2012 Redadeg 2012 Bez zo tud a lâr e vo hir an hent Ma daoudroad a yelo betek penn 'Vit mont deus Brest da Zouarnenez
Da gas an test da Vreizh a-bezh Dorn ha dorn, a di da di E red an holl ga'r memes spi Ha pegen brav vije hor bed gant brezhoneg atav gant brezhoneg 'pep lec'h
Diskan
Me blij din komz yezh ma zud Ar yezhoù bihan 'chomont ket mut Be zo lod o deus klasket troc'hañ ma zeod, ma yezh karet Met nijal a ra a-denn-askell O livaat ar bed 'giz rafe ur bugel
Diskan
Lusk ma zreid o skeiñ ar straed A voulc'h an hent d'ar Vretoned N'eo ket ganin e vo torret Chadenn treuzkas ar Redadeg Ra vo leuniet ar straedoù Gant bugale a viliadoù
Diskan