Ur film video o dispenn roudoù kan broadel Breizh, adalek e grouidigezh e Bro Gembre eo Kan ar galon. Kontañ a ra istor ar c'han dre testenioù, skeudennoù tennet diouzh

Ur film video o dispenn roudoù kan broadel Breizh, adalek e grouidigezh e Bro Gembre eo Kan ar galon. Kontañ a ra istor ar c'han dre testenioù, skeudennoù tennet diouzh dielloù, pe taolennoù adsavet.

Ar film-mañ bet sevenet gant Mikael Baudu ha produet gant Gwengolo Filmoù ha FR 3, eo ar film kentañ o tisplegañ istor liesseurt hor c'han broadel a vez anavezet diouzh traoniennoù Bro Gembre da venezioù an Himalaya hep disoñjal Kerne-Veur ha Breizh evel-just.

En DVD vo kavet ar film 30 mn e Brezhoneg hag e Galleg, ur bonus a vo da heul enni, ur gelaouadenn war Gouel Bro Gozh ma Zadoù oa bet dalc'het e Lesneven e 2010 ha Bro Gozh ma Zadoù o tont a-unvouezh gant 200 kaner bet enrollet en Iliz Lesneven.

E gwerzh vo an DVD adalek miz Meurzh 2010 evit 20 €, 15 € (betek fin miz Genver) e vo evit ar re o do rakprenet (asambles gant ar mizoù kas). Adalek 5 skouerenn e c'heller mont e darempred ganeomp.

Kasit en-dro da :

b/Poellgor Bro Gozh Ma Zadoù, BP 70815, 56108 An Oriant cedex

Postell: gouelarbrogozh@aliceadsl.fr

Documents liés

Jacques-Yves Le Touze

Le Comité Bro Gozh ma Zadoù a pour but la diffusion du Bro Gozh par l'édition de livres, CDs, DVDs, l'organisation d'événements et de concerts, la création d'expositions, etc.... Il est ouvert à toute personne intéressée ainsi qu'aux associations et fédérations. Le blog du Comité : https://pbgmz.wordpress.com/

Site officiel