Istor ur stourmer eo, ha da gentañ-holl istor ur vuhez, buhez Paol Kalvez. Hogen, daoust ha n'eo ket arzel pep buhez, intret m'eo gant frank-diviz mad-den ha dre-se gant e nerzh-krouiñ koulz ha gant e zinerzh-krouiñ.

Kambr ar stered, gant Paol Kalvez.

Ar re a zo war glask lennegezh aze n'o do ket o gwalc'h, 'm eus aon. N'eus ket eus "Kambr ar Stered" un oberenn lennegel. Da lavarout eo... n'eus ket da bal dezhi bezañ lennegel. N'eo ket bet savet e-skeud abegoù arzel.

Istor ur stourmer eo, ha da gentañ-holl istor ur vuhez, buhez Paol Kalvez. Hogen, daoust ha n'eo ket arzel pep buhez, intret m'eo gant frank-diviz mad-den ha dre-se gant e nerzh-krouiñ koulz ha gant e zinerzh-krouiñ.

Netra estlammusoc'h neuze, netra fromusoc'h ha skrijusoc'h eget ur vuhez kontet plaen hag eeun.

15 € (ouzhpennañ 3 € a vizoù-kas).

Mouladurioù Hor Yezh, 14 Louzaouenn-an-Hañv / Rue du Muguet 22300 Lannuon/Lannion

Cecilia Pierson

Ti-embann savet e 1980. 100 titl liesseurt: barzhonegoù, sonioù, danevelloù, romantoù, eñvorennoù, buhezskridoù, troidigezhioù, kelaouennerezh, yezh, kelenn...
Mouladurioù Hor Yezh
14 straed Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 Lannuon / Lannion