Publié le 12/11/16 19:46 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Kafedi Istor : Ar Gelted
(lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 19 a viz Du 2016, 2e30 goude merenn, e tavarn "Ar Finnegans", 46 straed Aristide Briand, Kemper
N’eo ket gwall splann an tremen eus ar gumuniezh indez-europat d’ar Gelted, pa zeuont war-wel en Istor diwezhat a-walc’h. Hag emdroet o deus a-hed o istor, eus sevenarezh Hallstatt da hini La Tène pergen. Diazezet e Kreizeuropa hepken da gentañ, astennet o deus o sevenadurezh war ar pep brasañ eus Kornôg Europa, betek Preden, Iberia, Norzh Italia, met ivez, war-zu ar Reter, betek ar Balkanoù ha Turkia a-vremañ zoken. Petra a oa doareoù pennañ o sevenadurezh ? Souzet o deus a-benn ar fin, dirak ar Romaned pergen, evit bevennañ o sevenadurezh e inizi Gwalarn Europa, Preden hag Iwerzhon, ha betek Breizh a-vremañ da c’houde.
- Distro ar FIL gant ur stumm nevez : 51vet gouel ar Gelted, bloavezh Asturias par Kerne Multimédia le 18/04/2022
- An druizh a zo aet da Baradoz ar Gelted par Kerne Multimédia le 28/01/2022
- Setu gouel ar Gelted o tont : penaos e vo ? par Kerne Multimédia le 06/08/2021
- Kafedi Istor : Preden dizalc'h ha roman, gant Rafael Urien e Gemper par Kevredigezh Vrezhon le 14/12/2016
- 46vet emvod ar Gelted : an Aostralia pedet evit an eilvet gwech par Fanny Chauffin le 21/04/2016
- Ar gelted kozh 1 par An Alarc'h le 03/12/2015
- Ar Gelted Kozh par An Alarc'h le 03/12/2015
- Skol-Veur Pobl Breizh : « Ar Gelted hag ar marv. An tu arall hag ar bed arall » par emglev bro an oriant le 29/07/2014