Publié le 13/01/17 21:16 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Kafedi Yezh : "An henvrezhoneg", lusket gant Yannig Laporte, d'ar Sadorn 21 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.
Goude freuz ha reuz an Impalaeriezh Roman e teuas war wel broadelezhioù nevez. Lod anezho a lezas o anv, ha tra ken. Unan avat a lezas ouzhpenn un anv, met ur yezh ivez : Breizh an hini eo.
Ar Vrezhoned, staliet en Douar-Bras a-c’houde kantvedoù, a oa bet niverus, urzhiet ha kreñv a-walc’h evit diazezañ ur vroad nevez, dezhi ur yezh arveret e-skoaz al Latin. Paot a-walc’h eo ar skridoù a lezjont dimp, daoust da reuzioù an istor.
Studiet e vo, goude ur sell a-dreñv en istor ha goude un tamm displegadenn diwar-benn emdroadur ar predeneg, perzhioù pennañ yezh kempredidi Nevenoù. Ur yezh tost ha pell diouzh hon brezhoneg war un dro, gwellañ melezour ur gevredigezh e barr he bleñv, ereet ouzh an Inizi hag hi en Douar-Bras.
- Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" : ha goude ? hag a-raok ?" par Kevredigezh Vrezhon le 21/10/2022
- Anvioù tud displeget brav gant Serj er FIL par Kerne Multimedia le 24/08/2022
- Redadeg 2022 : TUDJENTIL BREIZH o redek evit hor yezh par Tudjentil Breizh le 27/05/2022
- Kafedi Istor e Kemper : "Studiañ an istor lec’hel" par Kevredigezh Vrezhon le 02/05/2022
- Kafedi Istor en Henvig : "Studiañ an istor lec’hel" par Kevredigezh Vrezhon le 10/04/2022
- Kafedi Istor : "Studiañ an istor lec’hel" par Kevredigezh Vrezhon le 11/12/2021
- Kafedi Speredelezh : "Ar 'marv" : ha goude ? hag a-raok ? (lusket gant Rafael Urien) par Kevredigezh Vrezhon le 23/10/2021
- Kafedi Istor : par Kevredigezh Vrezhon le 11/10/2021