Put your name here

Yerom Bosch,
Yerom Bosch, "Visioenen uit het hiernamaals" ("Gwelioù eis an trahont"), war-dro 1505-1515
Agenda
Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" : ha goude ? hag a-raok ?"
Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Yaou 27 a viz Here 2022, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 21/10/22 22:45 -- mis à jour le 21/10/22 22:45
Date de l'évènement : le 27/10/2022 à 18 h à KEMPER

Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?"

(lusket gant Rafael Urien) D’ar Yaou 27 a viz Here 2022, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Setu erru neuze mare kala goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ? Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?

Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket "tristoc’h" evit se, eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket re, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-gant kredennoù hengouel ar relijioù pe gant krennoù "folklorel" ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, eus pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.

Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez "goude", prederiañ don war ar "goude" a zegas buan da brederiañ war an "a-raok" : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, war ar vuhez. Ha penaos e voe "krouet" hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerezh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) ha ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor "buhez" denel : bezañ krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ goude ?

Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?

Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak "Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde", met kentoc’h setu pezh hol lak da soñjal disoc’hoù an enklaskoù. N’eus ket anv amañ da "c’houzout" : "gouzout hiroc’h" ne lavaromp ket.

Evezhiadenn : ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ un banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.

Voir aussi :
0  0  
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 3 commentaires
  Naon-e-dad
  le Samedi 22 octobre 2022 19:28
Kalonek, en ur mod, eo mont war an dachenn-mañ.
.
Ma sellout pizh ouzh ar geriou : an « emskiant » (psikologiezh hag all) a zo danvezel, pa vez dizanvel an « Ene » (lakomp, ar pezh n’eo ket danvezel en den). Ne vank ket a dud a a zo o savboent « danvezelour » pe « hollzanvezel » - cf geriadur Favereau (voir le site) - Ur choaj eo ha ne c’hell ket bezañ diazezet war ar skianchoù, dre ar skianchoù a zo o zachennad hini an danvez nemetken.
.
Dav eo mennegiñ daou dra :
. An EMI (« expériences de mort imminente », e galleg), ken dedennus ma vefent da studiañ, ne c’hellont ket bezañ lakaet e-barzh an dachenn speredel. Skiant-prenet speredel n’emaint-ket. Er c’hontrol, pa vez ur skiant-prenet speredel ez eus Doue e-barzh ar jeu. Setu perak, ez eo diaes , evidon-me, « gouzout hirroc’h » hep derc’hel kont eus ar pezh a lâr deomp ar Bibl, da skouer.
. E reizh gall, n’eus displegadur (« definition » e galleg) ebet eus ar « Marv ». Ar mezeg eo a ziviz hag a zo aozet da zikleriañ emañ marv unan bennak. A-wechoù ez eo anat, a-wechoù n’eo ket – soñjit ‘ta, da skouer, n’eo ket a-walc’h kaout ur c’hlopennad-tredan plad (« électro-encéphalogramme plat », e galleg) –
A galon,
(2) 
  Rafael
  le Samedi 22 octobre 2022 22:34
1) Ne welan ket re pezh ho laka da gemer an "emskiant"" evel tra "danvezel". Kemer a ran er c'hontrol ar gerioù "emskiant", "ene" ha "spered" evel tost kenster, gant arlivioù un tamm disheñvel hervez tempz-spered ha dibaboù hini pe hini. Lod a rayo gant gerioù a-seurt "ene" pe "Doue" pa zibabo tud all, a gav dezho ar gerioù-se re a liv relijiel warno, gant "emskiant" pe "boud-a-us d'an-dud-ha-d'an-taoù-hag-a-stur-an-hollved" (troienn faltaziet ganin, ret din anzav). Met komz a reont eus traoù disheñvel, a-benn ar fin ?
2) An NDE n'int nemet un nor a-boan digoret war an trahont. Petra 'zo da c'houde, en tu-hont d'ar "
vevenn" ? Diaes da lavarout. Ha ret eo neuze tennañ kont eus mamennoù all (testeni mediomed, doareoù all da resev "heklevioù" a-berzh an Anaon, studiet gant François Brune da skouer...). Hag er bed all En deus Doue e blas. Diaes lavarout hag-eñ e vefe Doue hag a zo ar "Boud a sklêrijenn" a gomz anezhañ tud o deus buhezet NDE.
3)N'on ket-me gwall brederiet da c'houzout hag-eñ e vefe un termenad resis eus arr "
marv" gant an "Ordre des médecins" e Bro-C'hall. Hag en Alaman ? Hag e Breizh-Veur ? Ha e Japan ? Padal en deus Jean-Jacques Charbonier, da skouer, diskouezet en deus emdroet termenadur ar "marv" a-hed an Istor, hag e c'haller c'hoazh ober un diforc'h etre "marv-kalon" ha "marv-empenn". Ha moarvat e c'haller termenañ stad ar re a vuhez un NDE evel ur stad-etre, p'eo aet o emskiant er-maez eus o c'horf, pa verzont dija boudoù eus an trahont, met pa n'int ket aet c'hoazh en tu-hont d'ar "vevenn" ne zistroer anezhi da c'houde...
(1) 
  Rafael
  le Dimanche 23 octobre 2022 12:23
(Ra vin digarezet evit va holl fazioù-koukoug, pa ne deurvezan ket lenn hag adlenn mil gwech pezh a skrivan a-raok e embann, ha ret eo anzav war ar marc'had ez eo munut-munut ment lizherennoù an evezhiadennoù)
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.