photos/58/58677_1.jpg
- Agenda -
Kafedi Speredelezh : \"Ar \"marv\" ; ha goude ? hag a-raok ?\"
Kafedi Speredelezh : \"Ar \"marv\" ; ha goude ?...hag a-raok ?\" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Yaou 26 a viz Here 2023, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 23/10/23 10:25

Kafedi Speredelezh : "Ar "marv" ; ha goude ?...hag a-raok ?" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Yaou 26 a viz Here 2023, 6e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Setu erru neuze mare kala goañv. Gant petra e c’hallfemp plediñ neuze ? Gouelioù sot-nay made in USA mat evit bugaligoù un disterig diwezhat ? Pe chom gant ur meneg diwar-c’horre eus ar re dremenet gant arouezioù ken sot-nay all a gaver war ar rouedadoù kevredigezhel ?

Ha ma tennfemp, er c’hontrol, digarez eus gouel an Anaon evit, dres, gouzout hiroc’h diwar o fenn ? Ha komz siriusoc’h – pezh ne dalvez ket "tristoc’h" evit se, eus an tabou klokañ a c’hall bezañ : ar VARVIDIGEZH (an darvoud) hag ar MARV (ar stad a zeu da heul) ? N’eo ket re, da gentañ-holl, diouzh sell ar relijion-mañ-relijion : diouzh sell an enklaskoù skiantel a vez kaset war-raok ne lavaromp ket, abaoe labourioù Raymond Moody hag Elisabeth Kübler-Ross er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 pergen. Da c’houde e c’hallimp keñveriañ disoc’h an imbourc’hioù-se gant kredennoù hengouel ar relijionoù pe gant kredennnnoù "folklorel" ar bobl-mañ-pobl : ha dislavarus e vefent ? Ha doareoù poblek ha denel e vefent, er c’hontrol, da eztaoliñ pezh a c’hoarvez pe a c’hoarvezo da bep hini ac’hanomp ? Rak, ha pa’z afe da get hon emskiant pe ha kendalc’hfe, diaes eo goulakaat e varfemp e doareoù disheñvel diwar zigarez omp Brezhoned pe Papoued, diwar zigarez hon c’hredennoù relijiel pe folklorel disheñvel.

Hogen ma c’haller bezañ prederietoc’h, evit abegoù anat, gant pezh a c’hoarvez "goude", prederiañ don war ar "goude" a zegas buan da brederiañ war an "a-raok" : prederiañ war ar marv a zegas, pezh a zo pouezusoc’h a-benn ar fin, war ar vuhez. Ha penaos e voe "krouet" hon emskiant, tra dizanvezel ? Eus an danvez, dres, evel disoc’h un argerzh kimiek luziet savet gant neuron hon empenn ? Pe, er c’hontrol, abalamour da natur disheñvel-krenn an emskiant (tra dizanvezel) hag ar c’horf (tra danvezel), o defe tonkadoù disheñvel a-raok ha goude hor "buhez" denel : bezañ bet krouet diwar kelligoù deuet eus hon tadoù hag hor mammoù, mont da boultr goude hon tremenvan, evit ar c’horf ; bezañ bet a-raok ha kenderc’hel da vezañ goude, evit an emskiant ? Ha ma voemp ac’hanomp "a-raok" ha ma kendalc’himp da vezañ ac’hanomp "da c’houde", perak an diaoul e tremenomp un nebeud dekvloaziadoù en hor buhez enkorfet ?

Lakaomp neuze e c’hallfe bezañ ur gwirvoud en tu-hont d’ar pezh hol laka hon emskiant denel da verzout : petra e c’hallfe bezañ ? Ha gallout a rafemp mont e darempred gantañ ? Ha reizh e vefe klask en ober ?

Anat a-walc’h ne vo ket displeget deoc’h, krenn-ha-krak "Setu pezh a c’hoarvez ha pezh a zo da c’houde", met kentoc’h "Setu pezh hol laka da soñjal disoc’hoù an enklaskoù". N’eus ket anv amañ da "c’houzout" : "gouzout hiroc’h" ne lavaromp ket.

Evezhiadenn : ma n’eus ket da baeañ evit kemer perzh, trugarez da evañ un banne bennak da vihanañ, ne vern petra a vefe, pezh a zo an nebeutañ a c’hallomp ober evit ar Finnegans.

(resisadurioù : kevredigezhvrezhon [at] yahoo.ie)

Voir aussi sur le même sujet :
1  0  
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons