- Agenda -
Kafedi Istor - Proviñs Breizh eus dibenn ar C'hevre d'ar Bonedoù ruz (1598-1675)
Kafedi Istor : "Proviñs Breizh, eus dibenn ar C’hevre d’ar Bonedoù Ruz (1598-1675)" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 15 a viz Kerzu 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 11/12/18 0:51
Kafedi Istor : "Proviñs Breizh, eus dibenn ar C’hevre d’ar Bonedoù Ruz (1598-1675)" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sadorn 15 a viz Kerzu 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Goude kimiad Merkeur ha dibenn ar C’hevre e hañval Breizh anavezout dekvloaziadoù peoc’hek a-walc’h, war-bouez un nebeud priñsed oc’h iriennañ a-enep da c’halloud roue Bro-C’hall (César Vendôme, Chalais, kardial Raez…) pe emsavadegoù ar werin abalamour da ziaesterioù ar vuhez pemdeziek. Dre vras ez eo pinvidik Breizh er mare-se, merket ivez gant an Adreizhadur katolik ha labour misionoù Mikael an Noblez ha dreist-holl Juluan Maner. Met diaesterioù armerzhel, adalek ar bloavezhioù 1670, a laka diaesoc’h stad ar boblañs, pezh a zegas da emsavadegoù 1675 (Paper-timbr ha Bonedoù ruz), o doa stroñset galloud ar roue e Breizh...

Voir aussi sur le même sujet :
Bonedoù ruz, Kevre, Paper timbr, Breizh, 1675
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro