Put your name here

An ervent ruz ha gwenn o stourm an eil ouzh egile - Owain Glyn Dŵr  - Y tri  (D. J. Williams, Lewis Valentine, Saunders Lewis).
An ervent ruz ha gwenn o stourm an eil ouzh egile - Owain Glyn Dŵr - Y tri (D. J. Williams, Lewis Valentine, Saunders Lewis).

Kafedi Istor-Istor Kembre gant Rafael Urien, Kemper, 11 Meurz
Gant Rafael Urien d’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 5/03/17 13:58 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
Date de l'évènement : le 11/03/2017 à 14 h à Kemper/Quimper

Kafedi Istor : "Istor Kembre" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 11 a viz Meurzh 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.

Lodenn veneziek Kornôg Preden ne oa ken da gentañ pezh a zo deuet da vezañ "Kembre". Tamm-ha-tamm en em gadarnaas evel ur vroad a-ziforc’h diouzh ar Vrezhoned all.

Tro-ha-tro unvanet ha disrannet o doe Kembreiz, goude bezañ stourmet a-enep d’an Angled-Saksoned, d’en em zifenn diouzh ar Vikinged ha dreist-holl an Normaned, e penn rouantelezh Bro-Saoz adalek 1066.

E 1283 e voent trec’het a-benn ar fin, ha lakaet dindan yev ar galloud saoz. Mirout a rejont un emskiant kreñv eus o c’hembreadelezh, gant ul lennegezh puilh (ar Mabinogion…), ha o sevel ez vareadek, evel da vare Owain Glyn Dŵr ar 15vet kantved.

Staget kreñvoc’h c’hoazh ouzh Bro-Saoz e 1536 e kreñvaas mui-mui Kembre he dibarder gant pouez an Ilizioù protestant digemplegour pe, adalek an 19vet kantved, ar Reveulzi c’hreantel.

E politikerezh Breizh-Veur e verkas ivez peurvuiañ Kembre un emzalc’h a-ziforc’h, gant pouez ar Strollad Frankizour da gentañ, ar Strollad Labour da c’houde, ar vroadelouriezh kembreat a-benn ar fin, ha pa vefe dindan dremm Strollad broadel Kembre (savet e 1925) pe dindan hini ar "republikaned".

En-dro d’ar yezh dreist-holl eo kreizennet ar stourm e Kembre.

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.