Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/42/42346_1.jpg
Blenierion an Emsav
- Agenda -
Kafedi Istor - Istor an Emsav
Kafedi Istor : "Istor an Emsav" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 3/06/17 12:33

Kafedi Istor : "Istor an Emsav" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 17 a viz Mezheven 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Abaoe reuz ar Vikinged en 10vet kantved n’he deus ket paouezet Breizh da gilañ (rouantelezh vrezhonek deuet da vezañ un dugelezh c’hallek, proviñs emren er rouantelezh c’hall, Breizh aet da get ha diframmet e departamantoù, pobl dibennet eus he yezh hag eus an emskiant anezhi…).

Gwir eo he deus bet Breizh, a-hed hec’h istor, un heuliad tudennoù pe luskadoù o deus strivet da virout pe a c’halle bezañ miret (levierezh ar Voñforzhed, Beltram Argantred e dibenn ar 16vet kantved, ar Bonedoù ruz e 1675, irienn Pontkalleg e 1718-1720, stourm Breudoù Breizh gant ar Chalotez e 1763-1774, irienn ar Roueri e 1791…

Adalek dibenn an 19vet kantved e sav ul lusk nevez, war an dro da heul ar stourm a zo bet betek-hen ha disheñvel dioutañ : ne voe ket mui anv hiviziken da "virout" pa ne voe netra ken da virout. Eus adlakaat en he flom e voe anv hiviziken, adsevel Breizh : an Emsav an hini eo.

Goude Kervarker, a c’haller lakaat da enkorfañ ar "rak-Emsav", met a oa hiniennel c’hoazh e emzalc’h, e sav an Emsav e dibenn an 19vet kantved. Pegoulz ? Adalek ma teuas da vezañ ul luskad emskiantek a-stroll. Gallout a reer an Emsav da gregiñ gant kejadenn Frañsez Vallée ha Frañsez Jaffrennoù, a savas evit ar wech kentañ kentelioù brezhoneg e Skolaj Sant-Charlez e Sant-Brieg. Meur a aozadur hag a embregad e voe kaset war-raok hiviziken : KBB e 1898, Goursez Breizh e 1900, Unvaniezh Arvor ha SBB kentañ e 1911, Bleun-Brug e 1905, kelaouennoù evel Kroaz ar Vretoned, Stered ar Vro, Dihunamb, Brittia, Brug...Etre an daou Vrezel-Bed en em aozas an Emsav en-dro al luskad Breiz Atao, a grouas SEV e 1927 hag eil SBB e 1931, ha dreist-holl da Walarn. E-pad an Eil Brezel-Bed e kendalc’has an Emsav e stourm boulc’het abaoe tost un hanter kantved : Arvor, Framm Keltiek Breizh, Sterenn, Radio Roazhon-Breizh…

Dibennet goude dibenn an Eil Brezel-Bed e kendalc’has an Emsav, o kemmañ e zoareoù avat. Lennegel e voe da gentañ an adframmadur, en-dro da luskad Tír na nÓg hag Al Liamm, en em ledanaas en-dro da Guzul ar brezhoneg e 1957. Met dija e klaske ur remziad nevez a arnevezas ar sell emsavel, gant Youenn Olier ken abred ha 1945, gant An Avel hag Emsav Pobl Vreizh e 1947, ha dreist-holl Gwion Etienne a grouas Preder e 1957, hag a luskas SADED e 1962 hag ESB e 1967. Er bloavezhioù 1970 en em zisrannas hag en em liesseurtaas an Emsav, gant Skol an Emsav pergen. Adalek 1977 e voe kreizennet ar pep brasañ eus ar strivoù en-dro da Ziwan. Dioutañ e voe krouet An Here e 1982, a strivas, goude Gwalarn ha SADED, da grouiñ gant an dafar degaset gantañ, ur wir vuhez kefredel brezhonek, da lavarout eo brezhon. Daoust ma n’eus tost Emsav ebet ken hiziv an deiz, puilh eo bet pezh en deus krouet.

Met an Emsav, n’eo ket hepken an aozadurioù "bras" hag anavezet-se. Bez ez eo ivez personelezhioù kreñv (Frañsez Vallée, Taldir, Yann-Vari Perrot, Roparz Hemon, Abeozen, Maodez Glanndour, Youenn Olier, Gwion Etienne, Martial Ménard…) hag aozadurioù bihanoc’h –"dister" zoken, a-wechoù, a-fet niver ha brud– met bras ha pouezus evit an dud o deus bodet ha frammet, hag al levezon o deus bet evel-se (Kelc’h Keltiek Pariz Eugène Régnier er bloavezhioù 1920, "Ober" ha devezhioù Pennfoul er bloavezhioù 1930, Kêr Vreizh etre 1936 ha derou ar bloavezhioù 1970, Skaouted Bleimor, ar JEB er bloavezhioù 1950 ha 1960 o deus degaset mennozhioù nevez ("kendrevioù", diwar batrom kibboutzim Israel…)

Petra a voe mennozhioù an Emsav ? Piv a oa personelezhioù bras pe munut an Emsav ?

Peseurt darempredoù en deus bet an Emsav gant ar Mouvement breton ? Petra voe aozadurioù hag oberezhioù an Emsav ? Petra a chom dioutañ ? Sed aze pezh a studiimp.

Voir aussi sur le même sujet : Kafedi Istor, Emsav, Roparz Hemon, Gwalarn, Vallée
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 2 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons