- Agenda -
Kafedi Istor - Eus Nevenoe da zistro Alan Varvek (Bloavezhioù 820-bloavezhioù 930)
Kafedi Istor : "Eus Nevenoe da zistro Alan Varvek (Bloavezhioù 820-Bloavezhioù 930" (lusket gant Rafael Urien).
D'ar Sadorn 25 a viz Du 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 20/11/17 17:31
En 9vet kantved e c’haller gwelout, a-drugarez da Ziellevr Redon, kevredigezh ar Vrezhoned tro-dro d’an abati hollvrudet : marc’htierned, rummadoù tud liesseurt, perc’hentiezh an douar… Met daoust hag e c’haller hollekaat an daolenn da Vreizh a-bezh ? Da heul faezhidigezh Morvan ha Gwioñvarc’h er bloavezhioù 820 e voe mouget Breizh gant Karolingiz. Levezonet e voe hep mar ebet Breizh gant he amezegez vras : degemeret reolenn sant Benead e manatioù Breizh, stabilaet an eskoptioù tiriadel, astennet tamm-ha-tamm frammoù a orin frank evel ar c’hontelezhioù...Ha koulskoude e sav Nevenoe a-enep da rouantelezh frank ar C’hornôg. N’eo ket dizalc’h hepken e teu da vezañ Breizh, en em astenn a ra ivez, dindan renerezh Erispoe ha Salaun, war-zu ar Reter, oc’h aloubiñ broioù Roazhon ha Naoned met ivez zoken ul lodenn eus Bro-C’hall (Anjou, Maine, Bro Avranche ha ledenez Kustentin). Embann a ra Dol bezañ hiviziken un arc’heskopti, dizalc’h eus hini Teurgn. Dizunvan goude marv Salaun e 874 ez eo adunvanet ar rouantelezh vrezhon gant Alan Veur. Goude marv hennezh e 907 avat e voe freuzet gant ar Vikinged...

Voir aussi sur le même sujet :
Kafedi Istor, brezhoneg, Nevenoe, Alan Varvek
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro