- Agenda -
Kafedi Istor e Kemper : \"Studiañ an istor lec’hel\"
Kafedi Istor : \"Studiañ an istor lec’hel\" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sul 8 a viz Mae 2022, 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 2/05/22 1:21
Kafedi Istor : "Studiañ an istor lec’hel" (lusket gant Rafael Urien)
D’ar Sul 8 a viz Mae 2022, 5e goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Muioc’h c’hoazh eget studiañ istor al lec’h-mañ-lec’h ez eo da gentañ-holl eus an hentenn d’en ober hag a vo anv anezhi er wech-mañ. Alies o devez tud 'zo, kar-o-c’hornig-bro anezho, c’hoant da studiañ o istor. Met, ur wech difluket ar soñj-se, petra klask resis ? Gant petore mammennoù ?
Gant skouer istor Gorre Leon, ha ledenez Taole pergen, e vo strivet da respont d’ar goulennoù-se, ha da sevel ur framm a c’hallfe bezañ implijet evit n’eus forzh petore korn-bro all eus Breizh.
Voir aussi sur le même sujet :
Istor lec\\\'hel, Brezhoneg
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…
Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all
Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro