Put your name here

Pêr Landais ha bouest-relegoù kalon an dugez Anna
Pêr Landais ha bouest-relegoù kalon an dugez Anna

Agenda
Kafedi Istor - Dizalc’hiezh Breizh eus barr e sked betek he diskar (1458-1532)
Kafedi Istor - Dizalc’hiezh Breizh eus barr e sked betek he diskar (1458-1532), lusket gant Rafael Urien, d'ar Sadorn 12 a viz Mae da 2e30 g.m. e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Agenda de Kevredigezh Vrezhon

Publié le 25/04/18 17:26 -- mis à jour le 25/04/18 17:26
Date de l'évènement : le 12/05/2018 à 14 h à KEMPER

Kafedi Istor : "Dizalc’hiezh Breizh eus barr e sked betek he diskar (1458-1532)" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 12 a viz Mae 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude ur prantad "sioul" a-walc’h koulz e diabarzh Breizh hag evit pezh a sell he darempredoù gant Bro-C’hall e teu ar soubenn da drenkañ etre an div vro, goude ma tegouezhas Frañsez II e penn Breizh e 1458 ha Loeiz IX e penn Bro-C’hall e 1461. Tennoc’h-tennañ e teuas da vezañ stad diplomatek Breizh, goude drouziwezh Burgondia e 1477 pergen. Aliet gant Pêr Landais pergen e strivas Frañsez II da gavout kevredidi all hag e kasas pelloc’h c’hoazh levierezh dizalc’hiezh Breizh (krouidigezh Skol-Veur Naoned, Breudoù Breizh…). Faezhet e voe avat ar Vrezhoned e Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. An dugez Anna a glaskas kenderc’hel an erv boulc’het gant he zad, met faezhet d’he zro e rankas dre heg dimeziñ gant roue Bro-C’hall Charlez VIII. Yev pounner Bro-C’hall a rankas Breizh gouzañv e grez hennezh. Goude e varv e 1498 e timezas Anna gant e genderv ha warlerc’hiad Loeiz XII (dug Orleañs betek-hen ha bet kevread he zad ergentaou). Muioc’h a zoujañs a voe merket d’an dugez ha d’he bro, ha spi a zo bet he defe dugelezh Breizh gallet kaout ur warlerc’hiad a-ziforc’h diouzh hini Bro-C’hall. Ur raktres eured etre merc’h Anna, Klaoda, hag an hini a zeuio da vezañ diwezhatoc’h Karl V, impalaer Alamagn, a zo bet zoken. Goude marv Anna e 1514 avat e voe gwall ziaes da Glaoda, dimezet a-benn ar fin gant roue Bro-C’hall Frañsez Iañ, herzel ouzh galloud hennezh, ha loc’het e voe neuze argerzh an enframmañ, a zisoc’has e 1532 war skrid stagañ Breizh ouzh Bro-C’hall.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.