Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Pêr Brizhkloareg ha sant Erwan
Pêr Brizhkloareg ha sant Erwan
- Agenda -
Kafedi Istor - Breizh e grez an duged kapetat (1212-1341)
Kafedi Istor : "Breizh e grez an duged kapetat (1212-1341)" (lusket gant Rafael Urien) D’ar Sadorn 24 a viz C’hwevrer 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 18/02/18 14:22

Kafedi Istor : "Breizh e grez an duged kapetat (1212-1341)" (lusket gant Rafael Urien)

D’ar Sadorn 24 a viz C’hwevrer 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

Goude drouziwezh ar Blantajeneded e tegouezh, e 1212, e penn Breizh duged eus tiad Kapetiz, kendirvi rouaned Frañs. Gant Pêr Brizhkloareg hag e vab Yann Iañ Rouz e voe kendalc’het labour kreñvaat ar Stad vreizhat-kreiz diwar-goust ar varoned vras hag an Iliz pergen. En o grez avat, ha muioc’h c’hoazh e hini o warlerc’hidi (Yann II, Arzhur II ha Yann III), e sujas don an dugelezh da yev rouantelezh Frañs. Splann e voe al levezon c’hall diouzh ur sell politikel hag ensavadurel, met ivez denel (divroañ war-zu Bro-C’hall) ha kefredel (levezon mennozhioù, sevenadur, arz...Bro-C’hall). Daoust ma voe gant dale e tiorroas ar c’hêrioù gant savidigezh lec’hioù foran (koc’hu, ospitalioù, ilizoù…) hag astenn ar c’hêrioù war fabourzioù. Liammet e voe an diorren-se gant hini ar c’henwerzh hag an dornvicherioù.

War zonaat ez eas ar gristenidigezh, gant kendalc’h diorren urzhioù ganet a-raok (Sistersianed) pe reoù nevez krouet (kesterion : Frañsiskaned, Dominikaned…), pe personed hep o far (sant Erwan), ha pa vefe bet dre ziheñchañ lidoù kozh (Troveni Lokronan-Kerne, feunteunioù…).

Voir aussi :
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons