photos/44/44277_1.jpg
Bruderezh brezhonek e Pariz
- Agenda -
Kafedi Armerzh : \"Intrudu, brezhonegerien ha geriaouegi e bed an armerzh\"
Kafedi Armerzh : \"Intrudu, brezhonegerien ha geriaouegi e bed an armerzh\" (lusket gant Denez Pichon) D’ar Sadorn 17 a viz C’hwevrer 2018, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER
Par Rafael Urien pour Kevredigezh Vrezhon le 9/02/18 14:59

Pal ar c’hinnig kentañ a oa diskouez emdroadur hor yezh a-hed ar c’hantvedoù, dre levezon ar brezelioù, stad an armerzh hag hini ar politikerezh yezh. Diskouezet eo bet ivez kammedoù kentañ ar brezhoneg er bed armerzhel e deroù an XXvet Kantved.

Atav war hor yezh er bed armerzhel, kinniget e vo deoc’h ar wech-mañ, ober un taol-sell war intrudu an XXvet Kantved, a-berzh hiniennoù, kevredigezhioù ha tud a-vicher. Bewech ez eus traoù a-bouez da zeskiñ eus an intrudu-se.

N’eo ket pep tra klask lakaat brezhoneg er bed an armerzh, met pet a dud a zo gouest d’en em zibab gant ar brezhoneg en un endro micherel ? E-pelec’h kavout anezho ? Klasket e vo respont d’ar goulennoù-mañ e-pad hor c’haozeadenn.

N’eo ket pep tra kavout embregerezhioù ha brezhonegerien, ret eo ivez kaout gerioù resis, boutin d’an holl implijidi a-fet ster, evit labourat ha kehentiñ en un doare seder ha sur. Met penaos ober ?

Voir aussi sur le même sujet : Kafedi, Armerzh, Denez Pichon, embregerezhioù
Mennet eo ar Gevredigezh vrezhon da grouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt : displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…), c’hoariva, festoù-noz, mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi… Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh ha Breizh hag ar broioù keltiek all Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal “Kevredigezh Vrezhon“…Mard oc’h deuriet gant hon embregadenn e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornvro
[ Gwelout pennadoù all Kevredigezh Vrezhon]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 8 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons