Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Compte rendu -
Kafe pemp eur, plijadur ha brezhoneg
E Kemperle, Rieg, Molan e vez aozet pennadoù komz e brezhoneg Evit kafe pemp eur kentañ ar bloaz e oa 14 den tro dro an daol, gant a bep seurt traoù
Fanny Chauffin pour ABP le 30/09/12 20:22

E Kemperle, Rieg, Molan e vez aozet pennadoù komz e brezhoneg

Evit kafe pemp eur kentañ ar bloaz e oa 14 den tro dro an daol, gant a bep seurt traoù degaset gant an dud : gwespedennoù (gwastili), fars gant prun, kaotigell fardet gant lod, hag ur banne kafe. Met gant ur "potimarron" e oa bet kroget ar gomz da vat. Penaos fardañ soubenn ? Gant chalotez, ognon, avaloù douar ? "Netra met dour, potimarron hag un tamm sukr". Hag ar sardin gant holen : ur sushi Breizh ?

Ha da c'houde e-pad pell o deus ar re gozhañ, div vaouezh eus Kerien ha Sant Turian da gontañ penaos e veze graet yod kerc'h gant ur sac'had 100 lur (un dro ba ti ar baraer evit rostañ greun yod hag a gemere 10% dioutañ, war lerc'h, un dro ba ti ar miliner evit o veuliñ - hag a gemere 12% evit e labour, ha da c'houde daou zevezh ba'r chidouron. Ret e oa silañ ar yod, laoskel anezhañ da diadezetn a-raok lakaat un tamm amann pe goeñvenn e yod kalet. Penaos gober laezh kaelet hiziv ? O vont ba ti krampouezh ar Faoued (ti krampouezh an Argoat)... aze e vez atav peadra da zegas d'ar gêr evit fardañ pep a laezh mat da zebriñ !Ha d'ar mestr da vont-tre en ti o lavarout : "C'hwi zo fichet brav".

Deuit niverus d'an eilvet kafe pemp eur (hag a grogo da 3 eur) evit lipat ar yod ... ar sardin, hag ar bara gant traoù lipous a vo prientet gant skipailh Kemperle...

Ha ba Rieg, ur strollad 15 a dud a breg brezhoneg bep meurzh kentañ ar miz etre 2 eur ha 4 eur e-kichen ar skol vamm, e ti "an amzer dieub". E Molan, e vez aozet bep merc'her etre 2 eur ha 5 eur ur pennadig amzer gant ar vrezhonegerien, e MLC (a-dreñ ar greizenn sevenadurel l'Ellipse).

Brezhonegerien a-vihanig, ha brezhonegerien nevez, kit da dañva brezhoneg ha boued fardet er vro war un dro !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 3 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons