Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
KAFE BLOAZ NEVEZ gant Diwan Lesneven
ABADENN SKOL DIWAN Sal Kerjezekel e LESNEVEN- D'ar Sadorn 20 a viz Genver da 4 eur goude lein.
Par Ti ar Vro Bro Leon Ti ar Vro - Bro Leon pour Ti ar Vro - Bro Leon le 10/01/07 11:52

ABADENN SKOL DIWAN

Bep bloaz e kinnig bugale skol Diwan Lesneven un abadenn e miz Genver, un doare da adlañsañ hengoun « KAFE BLOAZ NEVEZ », pa oa pedet ar familh, amezeien ha mignoned evit lidañ asambles ar bloaz nevez.

Skolidi CE1 o deus pleustret war ur pezh c'hoari gant Ar Vro Bagan evit o raktrez pedagogel. Ar pezh c'hoari « AR BLEIZ TENER E GALON » a zo bet tennet eus un destenn lennegel evit ar re yaouank hag adsavet gant Nicole ar Vourc'h.

Kanaouennoù ha dañsoù a vo kinniget deoc'h gant ar c'hlasoù all.

Hag evit echuiñ e vo ur banne kafe da evañ ha kouignoù.

Laouen e vefemp o welet ac'hanoc'h, kerent, mignoned hag an holl re a zo dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh.

Abadenn digoust.

Sal Kerjezekel e LESNEVEN-

D'ar Sadorn 20 a viz Genver da 4 eur goude lein.