Aozet e vo ur vanifestadeg gant Diwan evit goulenn diskoulmoù padus da genderc'hel mont war-raok

Perak aozañ ur vanifestadeg ? Ar rouedad Diwan a c'houlenn diskoulmoù padus evit kenderc'hel gant he c'hefridi a servij publik : treuzkas ar brezhoneg d'an holl familhoù o deus c'hoant.

Diwan a ra e lod dija :

 Krouiñ postoù labour ha buhez er vro

 Aozañ ur servij publik hep ar peadra

 Lakaat e pleustr : Frankiz, kevatalded, kengred, digousted, laikelezh,

 Krouet abaoe 40 vloaz un hentenn solut hag efedus a zeskadurezh dre ar brezhoneg

Pase poent d’ar stad ober e hini :

 Kevratiñ ar skolioù nevez azalek o c’hrouidigezh

 Kavout diskoulmoù da vat evit an implijidi nann gelennerien

 Ma vo paeet ar skodenn skoliatañ gant an holl gumunioù

 Digeriñ ar postoù skolaerien a zo ezhomm er c’hoñkour hag er skolioù.

40 vloaz zo ez eus eus Diwan. Poent bras eo echuiñ gant ar brikolaj ha dont a-benn da gaout ur

gwir bolitikerezh diorren ar brezhoneg er skolioù, evit goulenn justis evit ar familhoù, ar vugale, an

implij.idi.adezed..

Ret e vo deomp bezañ niverus e Roazhon !

www.facebook.com/skoliouDiwan/

Documents liés