Mammenn sonennoù Breizh a zo e Bro Gwened, kement a donioù a vez kavet enni ! Setu Jorj Belz, mestr kaner ha dastumer o tisplegañ d'ar stajidi tammoù an teñzor dastumet gantañ.

Dek stajiad evit ur stummer aketus ha prest da respont d'an holl c'houlennoù. Petra a dalvez ar ger " Pourleth" ? Bro Aleth peotramant ur ger o tont eus ar ger galleg "bourrelet",ul lodenn eus dilhad ar merc'hed, perak pas ?

Tonioù a seblant da Yann brezhoneger hengounel a zeu eus Iwerzhon, Bro C'hall, Kembre ...

Pa oa pevar c'helc'h keltiek e Breizh, e Pondi, Kemper,... e veze lañset tonioù a rae berzh hag a-wechoù ne oant ket eus Breizh tamm ebet, unan deus outo, brudet-tre, a zeu eus Gresia zoken !

A-hed an deiz e oa bet displeget gant Jorj Belz pinvidigezhioù glad kanet Bro Gwened : laride diouzh ar c'hizh er bloavezhioù 1900, o tont alies eus tonioù bale, kas a barzh, an dro, hanter dro, kanet asambles ouzh an daol pe pa veze an dud o tañsal.

Bourrus e oa evit ar stajidi ha "mersi bras" dezhañ, o deus lavaret an holl stajidi asambles.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....