Ur brezhoneg saourus, ur youl hag ur vuhez troet war zu ar brezhoneg

Ur brezhoneg saourus, ur youl hag ur vuhez troet war zu ar brezhoneg.

Brezhoneger a-vihanig, ne ouie ket skrivañ e yezh vamm. C'hoariva gant ar JAC, sonerezh gant ar skol, gitar gant ur seurez daoulagad gwer ganti... Deskiñ a ra tamm ha tamm talvoudegezh e yezh hag e sevenadur.

Kroget en doa da gelenn abred. Ur wech erruet e Roazhon kroget en doa da gelenn ar brezhoneg hep gouzout e skrivañ, e skol an emsav. Met deuet buan gantañ en doa kroget da skrivañ danevelloù embannet gant Al Liamm ha da c'houde en un dastumad danevelloù : "En tu-mañ d'an ifern".

Aketus e oa liseidi Diwan pa oa Jef Philippe o kontañ kaoz ganto. Hag aketusoc'h c'hoazh pa oa bet skignet ar film "Lastez" graet gant Frañs 3 e bloavezhioù 80 gant Kristian Ar Bras, Lan Tangi ... tennet eus un danevell skrivet gantañ.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....