Landevenneg D'ar sadorn 7 a viz Meurzh da 10e30, sal liesimplij Landevenneg Prezegenn lusket gant Annaïck Loisel, heñcherez-prezegennerez vrezhonek. Jeanne Malivel, a vo lidet kantved he marv e 2026, he deus bet ur vuhez vicher berr met start.

Jeanne Malivel, a vo lidet kantved he marv e 2026, he deus bet ur vuhez vicher berr met start.

Affiche conférenceAffiche conférence abp.bzh

Diskouez a reas an arzourez he barregezh abred war an tresañ, ha buan e voe heuliet he degemer e Skol an Arzoù Kaer e Pariz e 1917 gant he engouestl evit afer Breizh.

He ferzh oberiant e krouidigezh luskad ar Seiz Breur e 1923 a oa liammet penn-da-benn ouzh he c'hoant da genderc'hel hengounioù arz Breizh gant luskoù a-vremañ.

Betek he marv e 1926 e talc'has Jeanne Malivel liammoù kreñv gant aferioù politikel ha relijiel, liammoù a dremenas dre hec'h obererezh arzel a-bezh.

E-korf dek vloaz hepken e oa deuet da vezañ barrek war an holl dachennoù (livañ, arrebeuri, keramik, gwer-livet, danvezioù, engraverezh, tresañ, hag all), o sevel ur bern labourioù.

Prezegenn lusket gant Annaïck Loisel, heñcherez-prezegennerez vrezhonek. Labouret he deus gant mirdioù Kemper, Ti ar Vro Kemper ha Ti ar Glad Kemper.

Billetterie et programmation complète :

https://billetterie.breizh-odyssee.bzh ou à la boutique du centre Breizh Odyssée (pas de vente à l'entrée de la salle; réservation en ligne conseillée)