Ur vro degemer eo Breizh, UDB Kreiz Breizh a sav krenn a-enep d'an diviz «Adkas d'an harzoù», bet kemeret gant aotrou prefed Aodoù-an-Arvor en-enep da Jargal Purvev ha d'he mamm Tsendev ; Jargal a zo ur bugel c'hwec'h vloaz, skoliataet e Skol Diwan Sant-Brieg.

Ur vro degemer eo Breizh, UDB Kreiz Breizh a sav krenn a-enep d'an diviz « Adkas d'an harzoù », bet kemeret gant aotrou prefed Aodoù-an-Arvor en-enep da Jargal Purvev ha d'he mamm Tsendev ; Jargal a zo ur bugel c'hwec'h vloaz, skoliataet e Skol Diwan Sant-Brieg.

Pobl Vreizh hag UDB n'int ket evit degemer, e-mod ebet, seurt doareoù dismegansus a-enep da wirioù Mab Den. Penaos asantiñ ma vo kaset en-dro d'o bro, da Mongolia eo, ar bugel hag ar vamm-se, pa ouier emañ o buhez en arvar eno ?

UDB a zegas e skoazell d'ar familh-se hag a vo war an dachenn, pa vo stourmoù da ren, evit ma chomo Jargal ha Tsendev e Breizh.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall

Gallout a rit, ivez, lakaat ho anv war roll ar sinadeg en linenn war http://www.educationsansfrontieres.org/?page=article&id_article=14014