Da-heul soñjoù rektorelezh akademiezh Roazhon a zo bet kaset kemenn e vefe serret kelenn ar brezhoneg pe ar gallaoueg e 14 skolaj ha lise a-benn an distro-skol, fellout a ra d'ar gevredigezh Bemdez embann pegen displijet eo en ur resisaat n'emañ ket eno an dalc'h.

Da-heul soñjoù rektorelezh akademiezh Roazhon a zo bet kaset kemenn e vefe serret kelenn ar brezhoneg pe ar gallaoueg e 14 skolaj ha lise a-benn an distro-skol, fellout a ra d'ar gevredigezh Bemdez embann pegen displijet eo en ur resisaat n'emañ ket eno an dalc'h.

Abeg zo er c'heloù fall-se da lakaat a-wel d'an holl ne 'z a ar c'helenn divyezhek par-ouzh-par ken nemet da douellañ an dud p'emañ mont en-dro Diwan dre soubidigezh. Daoust da se e ro tu da veur a skoliad er vro da gaout un tañva eus hor sevenadur hag hor yezh evit o diorren ma vennont.

Gant-se e teu anat da izili hor c'hevredigezh e rank an holl vugale skoliataet e pemp departamant Breizh kaout tu da anavezout istor ar vro ha deskiñ brezhoneg pe gallaoueg diouzh an dro.

En diwezh, en anv an digoll istor e hetomp kement-se hag e pedomp ar c'hevredigezhioù, an aozadurioù ha pep hini d'e harpañ. Na glemmomp ket pa vez skoilhoù d'an hentadoù divyezhek pe pa vezont tennet. Hogen, difennomp kelenn ar vreizhadelezh en holl skolioù Breizh istorel.

Evit ar gevredigezh Bemdez,

Ameli ar Bras

Kevredigezh / Association BEMDEZ Ti ar c'hevredigezhioù / Maison des associations 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie 56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz/Tél. 06 11 51 43 15. http://membres.lycos.fr/bemdez/

Bemdez

Créée en mai 1998 et basée à Vannes, Bemdez (chaque jour) a pour objectifs de :

Promouvoir la culture en Bretagne et défendre la legitimite de son développement ;

Proteger le patrimoine naturel et historique breton ;

Mettre en valeur l'intérét universel du combat pour les langues et les cultures.

Bemdez organise des concerts, des campagnes d'info., des conférences et débats, des randonnées pédagogiques, des expositions...

Cette présence a pour écho de genérer des liens efficaces entre les individus et les associations, relations indispensables pour la création culturelle. Dynamiser et créer sont nos maitres-mots, le tout "sans se prendre la tête" !