Sellet m'eus doc'h an div lodenn gentañ Istor Breizh, a vez skignet bremañ war internet get Frañs 3.
Poltred an Tad Gérard a oa tem an abadenn gentañ. Ul labourer douar a vMontgermont (e-tal Roazhon) a oa, dilennet evit mont da gannad da Versailles, e 1789. Ha ne oa ket kalz labourerion douar e mesk ar gannaded kaset di, bourc'hizion ha tudjentiled, ne lâran ket. N'eo ket mui kalz anavezet an Tad Gérard hag ur sonj vat eo kinnig un abadenn a ziar e benn. An eil abadenn a oa a ziar Kergelen, an den en doa "dizoloet" an inizi Kerguelen da vare Loeiz XV : "Kergelenn : dizoloer pe doueller ?".
Pep abadenn a grog get Louis Elégoët, istorour, bet skrivet getan levrioù a zivout istor Breizh. Displeget 'vez traoù interesus get an den-se, aterset get Bernez Rouz. Ar lerc'h ar paour kaezh tud a vez kaset da sellet doc'h ur "fiction", ur film "faltazi" tro dro da dem an abadenn. Ur filmig savet evit bout "pétillant, vif", eme Olivier Roncin, produer an abadennoù (Pois Chiche Films). Evit lâr ar wirionez, m'eus kavet al lodenn gentañ sot ha pounner. N'eo na "pétillant", na "vif". M'eus ket netra da rebechiñ d'an aktourion, a ra o seizh gwellan evit en em dennañ ag ar peñse, met an istor eo, a zo sot ha mantrus. Setu ma sonj, deoc'h c'hwi d'ober ho hani war lec'hienn Frans 3.
Tem an eil abadenn, skignet disul paseet : Kergelen. Memes tra : razh ar pezh a zo tro dro ar film "faltazi" a zo interesus (displegadennoù L. Elégoët hag Angèle Jacq), met ar filmig n'eo ket gwall interesus. Ne gas netra. Nemet ar blijadur da welet Nolwenn Korbel gwisket evel ur vartolodez... Ur wezh c'hoazh, netra da lâr war an aktourion.
An abadenn gentañ, skignet disul kentañ a vo a zivout Napoleon. Breizhad pe pas ? Petra eo se ? Istor mod "piple" ? Ni 'wello disul met pas weller penaos eo dianavezet istor Breizh get al lodenn vrasan ag ar Vretoned, dre ma ne vez ket kelennet er skolioù, penaos e c'hell ar re o deus choazet temoù an abadennoù-se, dibab an istor-se ? Marteze e oa tad Napoleon un den a Vreizh, "paotr kleiz" mamm Bonaparte. Ha neuze ? Petra a gas da istor Breizh ? D'ar Vretoned ? Dibab un tem evel-se a lako, moarvat, tud da sellet doc'h Fr3... Ar pal eo, marteze. Hag e vo anavezet gwelloc'h istor Breizh get ar re a sello doc'h an abadenn ? Gortozomp disul...
Christian Le Meut
(voir le site) Rezore, d'ar 20 a viz Here 2010.
(voir le site) lec'hienn FR3 (divyezhek) : Un heuliad filmoù nevez sevenet e brezhoneg gant Luc David.