Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Istor ar vatezh ruz
Istor ar vatezh ruz, Margaret Atwood, the handmaid's tale, la servante écarlate
Anne-Sophie Leborgne Par An Alarc'h le 24/08/18 10:17
45568_1.jpg
Ar vatezh ruz Margaret Atwood

En he romant Istor ar Vatezh Ruz e tezrevell Margaret Atwood diskar ar stad a wir e Stadoù-Unanet Amerika, moarvat e dibenn an ugentvet kantved. Renet eo ar vro, anvet Republik Gilead, gant puritaned eus ar strishañ.

Da heul gwallzarvoudoù nukleel, saotradurioù kimiek ha gwallreuzioù all eo aet feur genel ar boblañs war zigresk en un doare drastus. Un digarez evit ar renad nevez da zistreiñ d’an “talvoudoù hengounel”, hag evit saveteiñ an denelezh – gouez d’ar vistri – da lemel o holl wirioù ha frankizoù digant ar merc’hed en ur reiñ dezho kefridioù arbennik.

Setu penaos eo bet rediet ar merc’hed frouezhus da vont da vatezh. Gant saeoù ruz ha koefoù gwenn e vezont gwisket ha dre heg e vezont lakaet da barañ gant pennoù uhelañ ar renad ha da zougen o bugale.

Setu amañ istor unan eus ar mitizhien-se.

L'auteur a décidé de ne pas autoriser les commentaires pour cet article.

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons