Goude an diviz kelaouet gant Edouard Philippe, setu ur c'haier a fotoioù (2017) ha liammoù war-zu an teuliad (Kerzu 2017).

Politikel-kenañ e oa an diviz, gortozet e oa gant an holl. Abaoe hirio (ar merc'her 17vet a viz genver 2018) eo anavezet da vat. Padet en deus ar brezegenn un 20 vunutenn bennak gant Edouard Philippe, kentañ-ministr, Gérard Collomb, ministr aferioù ar vro pe an diabarzh, azezet sioul, en e gostez. Setu, berr ha berr, an tri dra bouezusañ bet diskleriet: . Echu eo gant raktres an dreuskasadenn (Bouguenais e su an Naoned / Intron-Varia al lanneier e norzh an Naoned) . . Adnevesaet e vo an aerborzh a-vremañ (savadurioù an nijva evit ar veajourien, al leurenn-douariñ evit douarañ/dibradañ). . Dieubet (golloet) e vo ar ZAD (tachennad da zifenn, hervez ar re a zo a-enep) ha diskoulmoù a vo kavet evit ar re n'int ket feulsterien hag a fell dezho kenderc'hel gant labour douar eno. Aes e vo d'an holl kaout titouroù, ma n'eo ket ar brezegenn en e bezh (war-dro 20 vunutenn) deuet eus genoù Edouard Philippe, e palez an Elysée (Pariz). An teuliad kaset da benn gant Anne Boquet, Michel Badré, Gérard Feldzer ha kaset d'ar gouarnamant d'an 20vet a viz Kerzu 2017 a vo kavet e penn al liamm amañ : https://mediation-aeroport-du-grand-ouest.fr/rapport-de-la-mission/ hag, evit ar re n'eus ket amzer dezhe, setu chomlec'h ar berr-ha-berr: https://mediation-aeroport-du-grand-ouest.fr/documents/R%C3%A9sum%C3%A9%20-%20apports%20et%20propositions%20de%20la%20mission.pdf Betek-henn n'eo ket bet ken aes kaout fotoioù e-leiz diwar al lec'h. Setu perak e vez kinniget amañ ur c'haier a luc'hskeudennoù bet tennet e nevez-amzer 2017. A-walc'h evit kompren an endro: ar savadurioù, ar maezioù,... hep ankounac'hat eur foto eus ar skeudenn vraz war blasenn ar gêriadenn: Intron-Varia Al Lanneier... a vez graet ivez Kernitron-al-lann war ar gartenn vrezhonek embannet meur a vloaz zo, ma m'eus soñj mat. Da heul ar re-se, div foto eus ar c'helaouiñ dre an tele (pe ar skinwell, pe c'hoaz ar post-braz) hirio. Talvoudus e vo, kredapl braz, evit lenn ar gazetennoù, selaou ouzh ar radio, sell ouzh an tele, en devezhioù da zont. ........................................................................ Addendum: notennoù a-zivout ar yezh relijiel: notenn1 : Intron-Varia pe Itron-Varia?
  • evit al lodenn vrasañ eus ar geriadurioù (Al Liamm, Favereau, Seité, Merser,...) e vez lâret an daou zoare, d.l.e. Itron pe Intron. Ne vern evito, war e seblant ? Le Gonidec (1847) a lâr: ann Itron Varia. Troude (1876) a lâr: Ann Itroun-Varia.
  • ar Minihi Levenez - Leor an overenn, Kantikou Brezoneg a-viskoaz hag a-vremañ (2003) - dindan bluenn Job an Irien a lâr: Itron Varia koulz hag Itron Santez Anna war ar memes patrom.
  • gwelet ivez geriadur istorel rouedadel Martial Ménard (2016): http://devri.bzh/dictionnaire/i/itron/
notenn2: Maria pe Mari ? (an) Itron-Varia a vez kavet e pep lec'h. Kemmadur dre vlotaat da heul Itron pe Gwerc'hez. Gwerc'hez Vari pe ar Werc'hez Vari a vez kavet e pep lec'h ivez. Da skouer: Ar Werc'hez Vari hor Mamm, ul levr (1937) brav-kenañ e yezh gant an Tad Medard.