Nous n'utilisons pas de cookies sauf pour éviter de vous représenter ce message et, dans le cas des contributeurs, pour faciliter leur login. Vous êtes cité dans un article ? En savoir plus sur la loi RGPD et en particulier le droit à l'oubli.
Compte rendu
Iliz-Veur Naoned bet gwisket e livioù brav, evit brasañ plijadur an holl !
Iliz-Veur Naoned gwisket e livioù brav, evit brasañ plijadur an holl ! Ur gwir burzhud e oa evit daoulagad an holl re a oa e-tal da Iliz-Veur an Naoned, anan abardaez-mañ. Pegen brav al lioù o wiskañ an Iliz-Veur, o lakaat ur vuhez dic’hortozet ouzh dremm Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol. Tud a lâr e oe livet maen-gwenn an Ilizoù-Veur, e penn-kentañ. Met, er wech-mañ, dre livioù-lugernus eo ez’eo livet, houmañ !
Iliz-Veur Naoned bet gwisket e livioù brav, evit brasañ plijadur an holl !
Ur gwir burzhud e oa evit daoulagad an holl re a oa e-tal da Iliz-Veur an Naoned, an abardaez-mañ (30 a viz Kerzu 2016). Pegen brav al lioù o wiskañ an Iliz-Veur, o lakaat ur vuhez dic’hortozet ouzh dremm Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol. Tud a lâr e oe livet maen-gwenn an Ilizoù-Veur, e penn-kentañ. Met, er wech-mañ, dre livioù-lugernus eo ez’eo livet, houmañ !
Diwar istor Noe, er Bibl
Cheñch a ra liv an dorioù braz doustadig – deus liv melen-aour betek liv glas-noz, da skouer - , fiñval a ra an daolennoù doustadig – anevaled tro-dro da lestr Noe (a zo kozh-Noe, evel-just !), diwar an Testamant kozh, ur c’houblad anezho d’an nebeutañ (div erminig en o zouez, unan gwisket e mod an Hañv, da lâret eo liv an douar nemet penn he lost a zo du, eben gwisket e mod ar Goañv, d.l.e. gwenn-erc’h nemet penn he lost a chom du) evit o mirout a-enep nerzh braz an dour-beuz (penaos nompas soñjal e danjerioù a-vremañ rak ober ar mab-den ken disoursi war hon Douar ken gwallgaset ?) –. Ahanta, setu lioù ken gaer, ken gizidig ma lakeont an dud bezañ eurus.
Lioù ar baradoz a vefe int ? Peadra zo d’en em c’houlenn hag eñ eo bet sklerijennet – deiz pe zeiz en e vuhez - kalon an arzour gant luc’h speredel… Marteze… Pa seller ouzh e lec’hienn rouedadel dezhañ, ne vez ket lâret m’emañ eñ er Feiz pe n’emañ ket. Koulskoude, livet en deus Alain Thomas (bet ganet e 1942) e daolenn vrasañ diwar ginivelezh Nedeleg ha hemañ reiñ anezhi d’an Iliz-Veur (e 2004) ma c’heller sellout outi c’hoazh eno ( www.alain-thomas.com/fr/Livret-pedagogique-Nativite-Alain-Thomas.pdf ).
Daoust d'al latar ha d'ar yenijenn !
Kalz a dud a oa. Daoust d’al latar ha d’ar yenijenn. Rak yen-ki e oa en noz-mañ. D’ober petra ? Da sell ouzh lioù eus ar re vravañ evel bugale vihan, sioulig ha peoc’hus, o kenou digoret war nav eur… Da selaou ouzh mouezh dispar Natalie Dessay (Natalie hep « h », sañset), ur ganerez soprano brudet tre e bedig-bed etrevroadel an opera, o kanãn un Ave Maria. A-walc’h da lakaat kalonou da dridal ! Koulskoude, n’emañ ket pell ar bed a-vremañ gant gwall-daolioù a c’hellfe c’hoarvezout n’eus forzh pelec’h, n’eus forzh pegoulz. Setu perak ez eus un toullad archerien armoù vodern gañte, peadra d’ober a-enep feulsterien eus forzh peseurt tu. Ar Republik o mirout Ilizoù, pe an dud tro-dro d’an Ilizoù… Biskoazh kemend-all !
Evit gouzout hiroc’h
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar Alain Thomas (ul livour Breizhat, dre m’en deus daou lec’h-diskouezadeg, a-hed ar bloavez, añvet Al labous-glas pe L’oiseau Bleu e galleg : an eil kostez Vertou, nepell diouzh an Naoned, egile e Pondaven (Penn-ar-Bed), e c’hellit mont da frifurchall e-barzh e lec’hienn : www.alain-thomas.com. Ma fell deoc’h gouzout hiroch diwar-benn traoù teknikel (kevredigezh Luminantes pe an dud a-vicher Spectaculaires-Allumeurs d’images ), sellit war-eeun ouzh http://www.spectaculaires.fr
Yann Lukaz
pour ABP
01/01/2017
15:36:00 — modifié le 29/11/2025 12:23
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !
Laisser un commentaire
Règles des commentaires
Respectez la langue de l’article (FR ⇄ BR).
Pas d’attaques personnelles, de propos haineux, de doxxing ni de trolling.
Respectez la loi : pas de diffamation, propos haineux (racisme, sexisme, homophobie…), négationnisme, apologie de crimes/actes violents, harcèlement ou incitation à la haine/violence.
La rédaction peut publier, refuser ou retirer tout commentaire à sa discrétion, y compris lorsque l’auteur de l’article a déjà modéré (sur ABP les auteurs sont les modérateurs).
En continuant, vous confirmez avoir lu et accepté ces règles.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !