Lañs a zo gant tud Euskadi : adperc'hennet ar yezh tamm ha tamm, skolioù dre soubidigezh e pep lec'h...
A-drugarez d'an Euskariz o doa ar Vretoned kredet digeriñ skolioù Diwan. A-drugarez dezho oa bet ar Redadeg. Ha raktresoù all a vo en dazont, anat deoc'h...
Commentaires (1)
- ouzhpenn 40 vloaz eo Seaska, e 1969 e oa bet savet en NORZ da ober war-dro ikastolak. Er SU e oa anezhe endeo.
- skol a zo bet digoret e Breizh, met benvegoù estreget skolioù a zo ezhomm ha rekis ; Akademiezh o deus, ni n'hon eus ket
- emichañs e vo savet traoù arall diwar skwer ha labour Euskariz, met evit ma vênt frouezhus e vê dav en em soñjal war ster ar pezh emaomp oc'h ober : pe lec'h ema ar feiz divrall a glevomp en Euskariz ? Krediñ a reont komz a unyezhegezh. Un tabou, hudverzh, amañ.