E touezh ar 14 kinnig eus F. Fillon o klozañ tabut an identelezh broadel, un niver bras anezho a sell ouzh ar yaouankiz. Kendrec'het gant ar mennozh eo a-bouezh evit ar re yaouank. Mont dreist ar framm gall evit en em zigeriñ war-eeun war Europa hag ar bed, kaout an tu da anavezout e vro hep brigadennerezh diyac'h, degemer un deskadurezh kempouezh hep diouer diwar-benn gouiziegezhioù zo e anv ideologiezh ar Stad

E touezh ar 14 kinnig eus F. Fillon o klozañ tabut an identelezh broadel, un niver bras anezho a sell ouzh ar yaouankiz. Kendrec'het gant ar mennozh eo a-bouezh evit ar re yaouank : – Mont dreist ar framm gall evit en em zigeriñ war-eeun war Europa hag ar bed ;
– Kaout an tu da anavezout e vro hep brigadennerezh diyac'h ;
– Degemer un deskadurezh kempouezh hep diouer diwar-benn gouiziegezhioù zo e anv ideologiezh ar Stad.
Nac'h a ra strollad Ar Vretoned Yaouank kinnigoù F. Fillon a broud d'ur c'hilbleg war un identelezh gall rediet. Degas a reer 10 enepkinnig evit kempouezhañ ha reiñ an tu d'anavezout gwelloc'h an derezioù broadel hag dreistbroadel.
An oberoù-mañ a vez lennet dre ur c'hoant d'anavezout war hir-dermen un identelezh breizhek, barzh framm ur c'heodedouriezh european. 1) Kelenn d'ar yaouankizoù mont-en-dro Unvaniezh Europa hag e liammoù gant an derezioù izeloc'h e touez ar c'hentelioù istor ; 2) Reiñ an tu d'ar yaouankizoù da weladenniñ ur wech Parlamant Europa pe ar C'Huzul european ; 3) Skritelliñ en holl klasoù Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den hag karta gwirioù-diazez Unvaniezh Europa ; 4) Reiñ an tu d'ar yaouankizoù da studiañ en estrenvro e pad ur c'hwec'hmiziad e kerz ar Skol-veur pe d'ober eskemmoù d'al live european el lise. Broudañ ha lakaat war wel ar Servij Youlek European ; 5) Kaout ar pal mestroniañ d'an nebeutañ 3 yezh estren pe minorel evit holl ar re yaouank ; 6) Reiñ an tu da heuliañ un deskadurezh divyezhek brezhoneg-galleg en holl skolioù kentañ ha eil derez, hag an tu da zizoloiñ hag da zeskiñ ar gallaoueg ; 7) Enframmañ Istor ha douaroniezh Breizh e-barzh programm deskadurezh kentañ ha eil derez, hag lakaat anezho war wel gant istor ha douaroniezh Europa ; 8) Treiñ devezh ar galv hag prientiñ d'an Difenn en ur gwir emgav keodedel, o reiñ an tu da zizoloiñ taolioù-arnod en estrenvro hag da emouestlañ a youl-vat evit ar gevredigezh ; 9) Reiñ an tu e touez an deskadurezh da anavezout ha da vurutellañ ar banniel hag ar c'han european (kan al levenez) hag ar Gwen-ha-Du hag ar Bro Gozh ; 10) Enframmañ evel deiz dilabour Gouel Erwan, gouel broadel Breizh, hag erlec'hiañ an 8 a viz Mae gant an 9 a viz Mae, deiz gouel Europa.
Evit Ar Vretoned Yaouank, Kevin Jézéquel, Mouezh-aotreet