Sonerezh war doenn Lannuon !
Un degemer deus ar c'hentañ en ti-gar Lannuon a oa roet da bratikoù an SNCF Disadorn 23 a viz Kerzu : Un tropellad tud yaouank deus ar strollad Ai'ta ! a oa war toenn an ti-gar, gante bombardoù, biniaouioù, fleütoù ha gitonioù evit hetiñ gouelioù Nedeleg laouen d'an dud. Daou bolis ha renerez an ti-gar dindan rediezh o doa degemeret ac'hanomp ivez, prestet ur skeul gant homañ d'an tropellad da diskenn en fin an abadenn, ha toullet kaoz kaer gant an tri-se, gwall a-du ganimp, sañset, trubuilhet e oant kentoc'h gant ar surentez. Klevit, tudoù, memestra e oa bet roet tro dimp toullañ kaoz ivez gant an Aotroù Arnaud Briand, rener SNCF dindan rediezh (en plas an Aotroù Rener Dupont o vakañsiñ neuze). Disklêriet en doa dimp e vo kelaouet egile evit lakaat un deiz da welet ac'hanomp evit an deizioù. Lakaet e vo hemañ neuze da gaout soñj deus e bromesa pa ne baouezfomp ket da diskouez hon z-shirtoù orañjez e-keit n'hon do ket gwelet an Aotroù Dupont ha lakaet hemañ da intent ac'hanomp.
Ra selaouo ac'hanomp neuze !