- Communiqué de presse -
Evit Kalanna, ur gwenneg toull evit tud ar Post
Mann ebet evit paotred al lizhiri zo er bloaz-mañ ! N'eo ket stag hor barrad fulor ouzh abegoù oc'h emsavioù sokial met ne c'haller degemer e arru ul lizher gant 3 sizhunvezh dale peogwir eo skrivet ar chomlec'h e brezhoneg warnañ. Nouspet lizhiri hon eus
Par Bertrand Deléon pour BEMDEZ le 16/10/06 21:37

Mann ebet evit paotred al lizhiri zo er bloaz-mañ ! N'eo ket stag hor barrad fulor ouzh abegoù oc'h emsavioù sokial met ne c'haller degemer e arru ul lizher gant 3 sizhunvezh dale peogwir eo skrivet ar chomlec'h e brezhoneg warnañ. Nouspet lizhiri hon eus bet dija gant meur a zevezh dale pe adkaset d'ar c'haser c'hoazh, ar chomlec'h barrennet prim warno, pa oa bet skrivet e galleg tal-ouzh-tal zoken.

Evit skouer e kavot amañ kevret ul lizher gant Breizh Unvan deuet dimp hiziv (ar 16/10/06), kaset d'an 29/09/06.

Pa 'z eus Breizhiz o stourm evit ma vo anavezet ar brezhoneg er vuhez foran, ken ma vo kefridiel koulz lavaret, e vez degemeret kement-mañ evel ur youl splann da c'hortoz marv hor yezh gant implijidi zo er Post.

Anv zo eus dellezegezh pa stourmer ouzh an emzalc'h-se. Gwelloc'h e vefe d'ar Post hastañ da c'hoprañ brezhonegerien ha stummañ o implijidi e brezhoneg kentoc'h eget sentiñ ouzh lazhadeg hor sevenadur aozet gant ar Stad.

War he zu e ped ar gevredigezh Bemdez an holl da skrivañ ar chomlec'hioù-post e brezhoneg. Dre m'hon eus gounezet a-nebeudoù un dezvad kefridiel d'hor yezh war ar panelloù-hent ne c'hall ket framm ar Post temen hep stummoù brezhonek darn vras ar c'humunioù pe lec'hanvioù all.

Evit Bemdez, Bertrand Deléon.

Kevredigezh BEMDEZ Ti ar c’hevredigezhioù 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15. (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet :
logo
[ Gwelout pennadoù all BEMDEZ]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 0 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons