Adkrog eo kentelioù brezhoneg Al Levrig evit an dud deuet e Treger ha Goueloù ! Kavit roll ar c'hentelioù hag an eurioù war www.allevrig.com
Evit ar bloaz e vo lec'hioù nevez ma c'hallo an dud deskiñ brezhoneg. Setu roll ar parrezioù ma kelenno Al Levrig
Boulvriag, Kawan, Lannuon, Louergad, Pañvrid ar Beskont, Pederneg, Pempoull, Perwenan, Perroz-Gireg - Tregastell, Plijidi, Plistin, Plouared, Plouha, Sant Pever
Ouzhpenn d'ar c'hentelioù noz e vo kentelioù war an deiz ma c'hallo pep hini kavout e blas. Hag en tu-hont d'ar c'hentelioù e vo kinniget bep miz ur goazeadenn pe ur brezegenn e brezhoneg ha diduamantoù e fin ar sizhun.
War lec'hienn Al Levrig e vo kavet ivez ar c'hentelioù aozet gant kevredigezhioù all ar vro.