Kafedi Istor : Istor diabarzh ar yezhoù predenek (lusket gant Rafael Urien)
D'ar Sadorn 25 a viz C'hwevrer 2017, 2e30 g.m., tavarn Ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, Kemper.
En tu-hont d'an diforc'hioù lec'hel, a c'haller marteze ober anezho "rannyezhoù", e c'haller lavarout o doa Brezhoned Preden, en Henamzer, ur yezh a reomp-ni "predeneg" anezhi.
Darvoudoù ar Grennamzer uhelañ o deus disrannet, tamm ha tamm, ar vroad vrezhon e teir lodenn (ma ne gonter ket Brezhoned an Norzh), Kembre, Kernev-Veur ha Breizh.
Tra m'en em zisranne evel-se ar Vrezhoned en em zisrannas ivez o yezh, a zeuas tamm ha tamm yezhoù a-ziforc'h : ar brezhoneg, ar c'hembraeg hag ar c'herneveureg. An emdroadurioù soniadel, ar c'heriaoueg, an ereadurezh, ar c'hemmoù-ster a lakaas an teir fobl d'en em gompren nebeut-ouzh-nebeut.
Daoust da se e c'haller hiziv an deiz c'hoazh merzout hep re a boan kerentiezh hor yezhoù, a chom aes a-walc'h da zeskiñ evit an div bobl all.