Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Visant Abaziou, ur stourmer laouen gant al labour a zo bet kaset da benn
Aze e oa e penn kentañ tout : pa ne oa ket a savadurioù nevez, just un tamm ti ar re gozh o vont da get ... Bez oa skol Diwan
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 23/10/14 17:31
:

Aze e oa e penn kentañ tout : pa ne oa ket a savadurioù nevez, just un tamm ti ar re gozh o vont da get ...

Bez oa skol Diwan Karaez hag Egin, e penn gouel al levrioù, prest da zegemer al lise. Ar maer ne oa ket re a-du, met ne oa kinnig resis ebet graet da Ziwan evit degemer al lise. A benn ar fin eo an arguzenn ekonomikel a zo bet trec'h : degas yaouankizoù, startijenn, da zont e Kreiz Breizh pa oa kement a dud yaouank o vont kuit. Hag an ti kêr neuze a-du evit sevel ar film evit kendrec'hiñ Diwan da erruout aze, war dachenn an Erer kozh, e Kerampuilh. Ha deuet eo Visant Abaziou da vezañ dilennad ti-kêr Karaez.

Voir aussi sur le même sujet : diwan, stourm, deskadurezh