Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/35/35347_1.jpg
photos/35/35347_2.jpg
photos/35/35347_3.jpg
photos/35/35347_4.jpg
- Communiqué de presse -
Istor lise Diwan Karaez
A-raok bout e Karaez, staliet e oa al lise Diwan er Releg Kerhuon e salioù a-us d'ur stal
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 9/10/14 23:43
:

A-raok bout e Karaez, staliet e oa al lise Diwan er Releg Kerhuon e salioù a-us d'ar stal "Megameubles"

Klask a rimp a-hed ar sizhun, skignañ filmigoù ha fotoioù liammet gant istor lise Diwan Karaez. Gant Soazig Danielou oa bet sevenet daou film war ar re gentañ o doa tremenet ar vachelouriezh e brezhoneg. Filmet e oant bet kalz, beajet o doa kalz ivez gant strollad Penguined ar Releg, kaset gant Morwena Jenkin, David ar Gall,ha Gireg Konan. Setu neuze, istorig lise Diwan dre filmigoù adkavet e armili al lise ha tud o doa roet kasedigoù VHS evit ma vefe anavezet istor ul lise n'eo ket heñvel ouzh ar re all e Breizh.

An deiziadoù a-bouez :

* 1994 : digoradur un eilvet klas gant 18 skolajiad e skolaj Ar Releg Kerhuon

* 1997 : bachelouriezh L ha S : 100% degemeret (12 lisead)

* etre 1994 ha 1997 : mont a ra al liseidi d'ar skolaj evit debriñ, d'ar greizenn vageal ar Vilin gwenn evit kousket, hag e salioù klas a-us d'ar gourmarc'had "Megameubles" e Poull ar Bachet

*1999 : dibabet oa bet staliañ al lise e Karaez, dibabet oa bet gant ar c'huzul rannvro reiñ ur skoazell arc'hant, nac'het gant ar stad. D'ar 27 a viz meurzh, manifestadeg vras e Karaez (8000 a dud)

* miz gwengolo 1999 : dilajadeg al lise e Karaez gant 87 lisead

2002 : degemer a ra al lise 136 lsiead (133 diabarzhiad)

2003 : 163 lisead degemeret (ul lodenn a zo degemeret e hunva Serusier)

2006 : 160 lisead, (tregont lisead e Serusier)

2007 ha 2008 : kresk bras, 200, 230 lisead (80 e Serusier)

miz Du 2008 :! labourioù evit adnevezaat an hunva kozh

31/01/2009 : Jean-Yves Le Drian e Karaez. Kerampuilh a zo prenet gant ar Rannvro

miz Kerzu 2009 : Labourioù o kregiñ evit sevel ar savadur nevez (hunva 130 gwele), salioù labour, un oaled

2011 : 259 lisead (255 diabarzhiad), echu eo ar savadur nevez, meret gant ar gevredigezh l'Aile

26/02/2012 : digoradur ofisiel ar savadur nevez gant ar Rannvro ha dilennidi

2014 : 333 lisead (328 diabarzhiad)

Voir aussi sur le même sujet : diwan, deskadurezh