Ai 'ta !, strollad Tregeriz savet a-benn difenn ar brezhoneg, a dalc'h gant e stourm a-benn divyezhekaat tier-gar Bro-Dreger, hag ar reoù all en Breizh-Izel da heul.
War-lerc'h ti-gar Gwengamp e miz c'hwevrer eo bet divyezhekaet hini Lannuon d'ar sadorn 25 a viz meurzh. Kalon oa bet roet dimp pa chom c'hoazh peg-sunioù brezhonek e ti-gar Gwengamp (re uhel diouzh rener an ti-gar moarvat !).
Disadorn tremenet zo bet implijet gant an dek den eus Ai'ta ! ur pemzek peg-sun bennaket evit divyezhekaat da vat diabarzh an ti-gar. Pep tra zo bet troet eno : "war ar c'hae", "lec'h gwerzhañ", "mont e-barzh", "arabat butuniñ"et#8230; betek ar skridoù war ar mekanikoù !
Hag ar wezh-mañ n'eus ket bet tamm kudenn ebet, hini ebet zo deuet da glask jeu dimp!