Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ti ar vro bro Kemperle : ur burev hag ur gouel a-benn nebeut
Prezidant bagad ha kelc'h Banaleg a vo prezidant kentañ Ti ar Vro, harpet gant ur burev 7 den o tont eus Diwan, Divyezh, ar c'hentelioù noz, ar bagadoù...
Par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun le 5/04/13 17:55
:

Prezidant bagad ha kelc'h Banaleg a vo prezidant kentañ Ti ar Vro, harpet gant ur burev 7 den o tont eus Diwan, Divyezh, ar c'hentelioù noz, ar bagadoù...

Aergelc'h plijus diriaou noz, daoust d'an teir eurvezh emvod evit skrivañ statudoù ar gevredigezh da vat. Labourus hag efedus, hag un digor-kalon evit echuiñ, Gi Penseg o kanañ, ha chouchen 18 vloaz anezhañ degaset gant ur prezidant all, hini sevenadur Vreizh e COCOPAQ.

Gourc'hemennoù d'ar gevredigezh ha d'ar skipailh nevez. Ur gouel a vo e miz Mae hag implijet e vo unan bennak a-benn nebeut evit sevel deiziataer gouelioù ar bloaz, sikour ar c'hevredigezhioù da vrezhonekaat muioc'h ar pezh a vez embannet ha graet gante, kenlabourat...

Voir aussi :