- Communiqué de presse -
Respont Prezidant Diwan d’ar CGT
Heuget ha feuket don on gant ar gemenadenn skignet gant ar CGT skignet dilun e lod ar mediaoù hag e holl skolioù ar rouedad. Heuget, rak taget e vez al
Par Dominique Jacq pour Diwan le 20/12/12 10:28

Heuget ha feuket don on gant ar gemenadenn skignet gant ar CGT skignet dilun e lod ar mediaoù hag e holl skolioù ar rouedad.

Heuget, rak taget e vez al labour kaset war-raok gant ar servijoù hag ar burev, ha n'ho deus ket gortozet ar CGT evit sevel ar goulennoù ha kaout an darempredoù ret e-keñver ar Rektordi pe Minister an Deskadurezh. Nac'h a ra al labour pemdeziek kaset war-raok evit derc'hel stur al lestr m'eo Diwan

Ar pezh a c'houlenn Diwan, goulennoù bet graet abaoe bloavezhioù, pe e vefe an niver a bostoù pe evit lemel ar prantad pemp bloaz, zo bet graet en dro en un doare sklaer d'ar 4 a viz Kerzu er Minister. Al labour ingal gant ar rektordi evit lakaat da anavezout kresk ar rouedad ha kaout postoù ouzhpenn zo bet c'hoazh lakaet e pleustr ar sizhun paseet. Rak m'eo ret marc'hatañ kalet evit kaout postoù ez eo ret ivez pas koll lod abalamour d'ar reolennoù lakaet e pleustr eus ur bloavezh d'egile, da genver an niver a skolidi.

Feuket don, rak bodañ an nerzhioù a rankomp ober evit gounit ar pezh a c'houlennomp. Tagañ a ra ar CGT renerezh Diwan, ha drezhi ar burev hag ar C'huzul Merañ, dilennet gant izili hol skolioù ar rouedad.

Pa rankfe ar CGT bezañ perzh eus an holl nerzhioù o stourm evit ma vefe anavezet ez-ofisiel ar brezhoneg, enep an enebourien jakobin oc'h en em aozañ evel ma tiskouez deomp an darvoudoù da heul : Louaneg, al levrig tiegezh divyezhek , ar raktres dister digreizennañ. Souezhus eo e tegemerfe ar sindikat evel gwir bater komzoù ur c'hargad er Minister pa z eo ar Minister e-unan a nac'h krouiñ ar postoù a c'houlenn bepred Diwan e-kerzh ar pemp bloavezh kentañ.

N'eo ket deomp da adkemer arguzennoù ar reoliadur a vez implijet gant ar Minister evit enebiñ ouzh kevratiñ buanoc'h ar skolioù, pe tapout postoù. Deomp avat da gaout pouez a-walc'h evit rediañ ar stad da asantiñ reiñ ar pezh a c'houlennomp, en tu-hont d'an disheñvelderioù etre Breizh hag Euskadi.

Ma fell deomp bezañ trec'h ez eo ret da holl labourat a-stroll, ha goût ouzomp ervat n'he deus Diwan gounezet tra nemet pa oa unvan hag an holl izili o stourm asambles, harpet gant kalz a Vreizhiz.

Gervel a ra burev Diwan holl nerzhioù Diwan da labourat a-gevred evit dazont ar skol, hep lakaat da grediñ d'ar familhoù ha d'an implijidi e vo degaset bremañ digudenn ar pezh n'eus ket bet tu da gaout gwech ebet nemet dre waskañ, ne vern piv a vije e penn ar galloud. Ar gredenn-se a lakafe amzer dazont Diwan en arvar bras.

Voir aussi sur le même sujet :
logo Skolioù Diwan.
[ Gwelout pennadoù all Diwan]
Vos 2 commentaires
Kazh-koad Menez Are Le Vendredi 21 décembre 2012 16:45
Anat e teu d\'an holl e vez kreñvoc\'h-kreñvañ al lañs broadelour e Breizh. Ha c\'hwi a soñj e chomo kousket ar re a vez o labour disteraat, distrujañ zoken kement tra a ya war-du hon dieubidigezh spered ? An nerzhioù enep gopret gant ar stad a ya war fringal gwashoc\'h gwashañ, ha gwell a se, rak kement-mañ a ziskouez emaomp war an hent mat!
Diwallit tudoù emañ tonton e benn bazh ouzh hor gortoz e kement korn-tro a zo!
Ar CGT a zo bet touellet gant unan , pe meur a hini diouto : perak eo bet touellet ken aes ar CGT? Se a zo un afer all ! ...
(0) 
milena krebs Le Vendredi 21 décembre 2012 21:56
Ma... tudoù, ur wech ouzhpenn n'eo ket gouest bedig bed an Emsav da ziskoulmñ kudennoù diabarzh hep lakaat anezho war blasenn ar marc'had. Skuizh an dud a-raok vakansoù Nedeleg, doare vil da dagañ ar re a labour hardizh evit Diwan hag e implijidi, skoaz ha skoaz e vimp un devezh bennak ?
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 6 multiplié par 0) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons