Lidet eo bet a-hed ar bloaz 20 vloaz priz ar Yaouankiz : prizioù er skol Diwan Kommanna, e skolaj Ar Releg, ti-annez e Kemperle gant 10 skrivagner.ez, skritelloù, hag un daol grenn a vo 'benn disadorn !
Ganet e 2002 e Kemper goude asant Kuzul Meur Penn ar bed ha Renerezh Yaouankiz ha sportoù Roazhon, en doa ar Priz kendalc'het gant e hent ugent vloaz. Heuliet e oa bet gant ar gevredigezh fea (bodañ ar skrivagnerien, dibab an testennoù gant daou juri, lakaat difazerien da adwelout pep testenn dibabet, kinnig enrolladennoù d'al lennerien, aozañ er prizioù e fin ar bloavezh skol...) ha gant an ti-embann Keit Vimp bev (maketenniñ, embann, brudañ, kas d'ar gelennerien al levrioù...). 115 levr oa bet embannet.
E 2007 e oa bet kinniget levrioù d'ar re vihan war skouer hini "Petite Poche" goude ur staj skrivagnerien e Kemper, anvet "Priz ar Vugale". 60 levr oa bet embannet e korf 15 vloavezh.
Gant 60 skrivagner.ez e oa bet skrivet traoù a bep seurt : romantoù polis, mollac'h, skiant faltazi, istorioù buhez tud yaouank a vremañ, romantoù istorel... A-wechoù e vez skrivet gant an hevelep skrivagner.ez ur romant PaV ha PaY. Da skouer, gant Mai Ewen, romantoù istorel (an Dukez Ana, Kevrin an Enezenn e mor an Habask, ... ) romantoù buhez (E bord stêr Izol, Nana Marina, Me ha Titaw...) evit an daou briz. Memes tra evit Pierre-Emmanuel Marais, Jakez Erwan Mouton, Yann-Fañch Jacq, Laurence Lavrand, Paskal Hervio...
Gant skolajidi oa bet skrivet kentoc'h levrioù PaV (Den Bleiz, Ur sorserez eo Mamm gozh, Miss Redadeg 2018, ...) ha gant liseidi e Karaez hag e Lann er stêr e oa bet skrivet meur a hini (Gwenvred Latimier Kervella, Mael Poulossier, Uisant Crequer, Moran Dipode ha Marianna Donnart, ...).
Kaset e vo an daol grenn gant Gwenola Coic da 10e30 er C'hleub e Karaez d'ar sadorn 28/10. Aze e vo ar skrivagnerien da heul, ha kredapl tud all c'hoazh : Paol ar Meur, Laurence Lavrand, Malo Bouessel du Bourg, Gege Gwenn, Uisant Crequer, Hervé Lossec, Myriam Guillevic, Pasal Hervio, Milena Krebs.
Cheñchet e vo temoù gant platelloù 10 mn, hag e chomo evit ar fin ar goulenn : petra 'vo dazont Pav ha Pay ?
Evit ar skolaerien hag ar gelennerien o dije c'hoant da gemer perzh e PaV (kelc'hiad 3) pe e PaY (6vet/trede-eilvet), kasit ho enskrivadenn da :
0 | 0 | Tweet |
|