Istorioù fentus, a-vremañ, pe deus an amzer dremenet : peadra da lakaat ar vugale da lenn e brezhoneg gant plijadur
Gant Denise Le Franc e oa bet skrivet asambles gant skipailh Kemperle "Pikez blev ruz" hag "Avañturioù Zett". Setu neuze an trede opus bugaleaj ar "Pipi Langstrumpf" Breizh, a ra ur bern sotonioù hag a vev en ur familh a zouj ouzh al loened, ma vefent ar pemoc'h Totoc'h pe ar c'hi bihan Jiblot...
Gant Mai Ewen e vez beajet e bro Skaer etre ster Izol ha forest Koadloc'h. Un istor etre div c'hoar, simpl ha brav.
Gant Fulupig an Du e vo graet anaouedegezh gant ur vamm gozh a vag soñjoù du. Met petra vo ijinet gant ar vugale vihan evit lakaat anezhi da vout kontant ?
Ha gant Maiwen Morvan oa bet kontet un istor vrav, gant un aerouant bihan a zo klañv, met a zo bet roet d'ur paotr galloudus, lorc'h ennañ ha ne oar ket ober gant ul loen ken drol...