A-raok an daol grenn raktreset e Karaez, e gouel al levrioù, setu daou istor lennet gant Erell Beloni evit sikour ar voused kelc'hiad kentañ da lenn e brezhoneg istorioù fentus, fromus, skrivet evito.
Priz ar Vugale 2023/2024 a zo bet aozet en un doare disheñvel : titloù bet Priz ar vugale, bep hini anezho ha roet da vugale n'o deus morse lennet anezho. Evit sikour al lenn, enrolladenn an destenn penn da benn hag ur c'haier poelladennoù, "lennegezh", evit ma c'hellfe pep bugel e leuniañ evit dibab, ur wech lennet ar pevar istor.
Skrivet gant Armel le Sec'h, "Naig, Youen hag an aerouant" a gont istor ur breur hag ur c'hoar gant un ui aerouant en ur sac'h skol. Gant Carl Diekman, skrivet gantañ pa oa e Pevare klas e skolaj Diwan Kemper, setu "Den bleiz" , un istor fentus ha skrijus, spontus zoken evit pennadoù ' zo, etre ur c'hoari video a zeu da vout gwir hag ur gwallhuñvre ! Skrivet gant Marie-Françoise Castric ha Fanny Chauffin, an "Tadig seizh brec'h" a gont istor un tad ne gemer ket amzer da c'hoari gant e vab. Ha benn ar fin, ar pevare skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais a gont un istor fentus ken-ken gant ur marc'heger yaouank hag ur marc'h speredek-kenañ gouest da jediñ kalz gwelloc'h eget ar paotr !
Evit kemer perzh e Priz ar vugale (daou euro al levr, gallout a ra ar skolaer.ez kemer pevar levr evit ar c'hlas, pe ul levr dre skoliad.ez, pe c'hoazh ar pevar evit pep hini anezho), ret e vo ober buan ! Ret eo lakaat h.ec'h anv dre bostel : afea [at] laposte.net, pe war eeun gant kvb :
0 | 0 | Tweet |
|