Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Hollande en Oriant warc'hoazh : kemerit perzh en obererezh 56 !!

A-benn warc'hoazh, 1añ a viz Gouere, e teuio prezidant ar Stad C’hall d’an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamaladJean-Yves. Ar wech diwezhañ e oa deuet

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 30/06/13 19:54

A-benn warc'hoazh, 1añ a viz Gouere, e teuio prezidant ar Stad C'hall d'an Oriant evit digeriñ war an ton bras ospital nevez e gamaladJean-Yves. Ar wech diwezhañ e oa deuet d'an Oriant e miz Ebrel 2012 da vare eil tro an dilennadegoù. An danvez prezidant François Hollande en doa prometet war ar groaz e vefe peurwiriekaet karta Europa ar yezhoù minorel. Ha kerkent hag aet e-barzh… ankouaet e c'her gantañ !

Degas a reomp da soñj e oa bet raktreset gant ar Stad c'hall peurwiriekaat an 39 foent bet choazet diwar an 98 pa oa bet sinet d'ar 7 a viz Mae 1999. E 2013 e c'hortozomp c'hoazh !

Ni, brezhonegerien ha/pe mignoned ar brezhoneg, a c'houlenn groñs e vefe anavezet hor yezh ha doujet ar re a gomz anezhi ! Ret eo da François Hollande ha d'e c'houarnamant derc'hel d'ar bromesa niv. 56 bet graet e-kerzh an dilennadegoù.

Ma gav deoc'h ivez e rank ar stad C'hall doujañ ouzh ar brezhoneg hag ouzh ar Vretoned, ma gav deoc'h ivez e ranker peurwiriekaat karta ar yezhoù minorelaet, roit ho mouezh da glevet adalek warc'hoazh mintin !

C'hwi eo a gaso an oberenn 56 da benn ! Lavarit da servijoù ar stad n'oc'h ket laouen, goulennit kontoù digant Hollande keit ma vo o pourmen e galite en Oriant, degasit soñj deus ar pezh en doa embannet aze warlene. Tout an dud a c'hell en ober : n'eo ket diaes ha ne gemero ket ouzhpenn 5 munut deoc'h ! Bezomp kantadoù o plantañ reuz e servijoù ar Stad ! Taolit evezh memestra, grit trouz met gwelloc'h eo chom hegarat...

ADALEK DILUN, D'AR 1AÑ A VIZ GOUERE, DA 9eur hag an devezh-pad :

KEMERIT PERZH : PELLGOMZIT, SKRIVIT POSTELIOU, IMPLIJIT AR PELLEIER

Arnaud Hellégouarch : 02 97 54 87 03


Sylvie Morisseau : 02 97 54 87 23


Niverenn hezoug ar servij kehentiñ : 06 71 07 42 57


Pell : 02 97 42 59 45


Postel : mailto: pref-communication [at] morbihan.gouv.fr

Heulhiit an oberenn war lec'hienn Ai'ta ! (ai-ta.eu), gellout a rafe cheñch an niverennoù e-kerzh an devezh. Bezit war evezh eta, ha SKIGNIT AR C'HELOU-MAÑ TRO-DRO DEOC'H , goulennit gant ho kamaraded hag ho familh kemer perzh ivez...

Ha gellout a rit kelaouiñ ac'hanomp deus an doare ma vezo degemeret hoc'h evezhiadennoù oc'h embann ur gerig amañ dindan, pe o kas ur postel deomp : ai.ta.brogwened [at] gmail.com

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 5 ?