Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Holl da Bloneour-Menez adalek 1 eur 30 d'abardaez disul 8 a viz Even evit ur wir dele brezhoneg
Kevre Breizh a c’halv an holl gevredadoù hag o izili da gemer perzh en diviz, er gerzhadeg hag er gouel aozet gant Ai’ta disul 8 a viz Even
Par Tangi Louarn pour Kevre Breizh le 5/06/14 15:58

Kevre Breizh a c'halv an holl gevredadoù hag o izili da gemer perzh en diviz, er gerzhadeg hag er gouel aozet gant Ai'ta disul 8 a viz Even adalek 1 eur 30 d'abardaez e Ploneour-Menez evit un tele breizhek a servij publik o reiñ toud ar plas a zo dleet dezho d'ar brezhoneg ha d'ar gallo e pemp departamant Breizh, hag en tu-hont da vuhez ekonomikel, sokial, politikel ha sevenadurel ar vro.

Hiziv c'hoazh, n'eus nemet bruzhunoù evit ar vrezhonegerien (65 eurvezh ar bloaz). N'eus netra e Liger Atlantel. Ar 4 munutenn hanter a geleier brezhoneg, daoust dezho bezañ gwall zister evit buhez sokial hor yezh, a vez skarzhet e-pad ar vakañsoù, ar pontoù, ha n'eus ket anezho kennebeut en dibenn sizhun. N'eus netra evit ar gallo kennebeut. En un doare ledanoc'h, sevenadur ha buhez Breizh n'o deus lec'h ebet da vezañ gwelet ha klevet, daoust da abadennoù a dalvoudegezh bras re ral a wech siwazh, en un tele publik dalc'het gant ar mikrokosm Parizian hag e zoare da sellet eus ar bed.

An taos tele a vez paeet gant ar Vretoned a ya da greskiñ pouez impljoù Paris (96% an implijoù prevez) hag a vir ouzh Bretoned a garfe labourat er selled ha kleved e Breizh, da gavout labour en o bro.

Ar gwallziforc'h-se, yezhel, ekonomikel, sokial, ha sevenadurel a zo dic'houzañvus. Ne c'hellomp ket mui gouzañv. Danevell Anne Brucy hag ar Gouarnamant gall a rank lakaat un termen d'an dismegañs-se hep termal muioc'h.

Document PDF . Source :
Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
logo
[ Gwelout pennadoù all Kevre Breizh]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 9) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons