
Brezhoweb a ginnig deoc'h reportajoù diwar-benn Ar Redadeg hag a vo skignet a-hed ar sizhun war pajenn Facebook Brezhoweb, mui un abadenn ispisial filmet war-eeun evit an degouezh 'ba Kemper.
Brezhoweb, ar chadenn TV nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnigo deoc'h reportajoù diwar-benn Ar Redadeg hag a vo skignet a-hed ar sizhun, betek an degouezh 'ba Kemper.
Brezhoweb a reiñ deoc'h bemdez un emgav tro-dro 5e war pajenn Facebook Brezhoweb, 'vit reportaj an devezh. https://www.facebook.com/brezhoweb
E Plougerne e vo Brezhoweb d'ar Sadorn 12 a viz Mae evit filmañ ha skignañ war-eeun kilometroù diwezhañ Redadeg 2018. War plato Lionel Buannic e vo degemeret tud o deus kemeret perzh en darvoud : aozerien Ar Redadeg, dilennidi ar vro, kevredigezhioù a welo o raktresoù skoazellet...
Emgav da 3 eur 30 war plasenn kreiz-kêr Plougerne ha war hol lec'hienn http://www.brezhoweb.bzh
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !