161 vues

Ur stourmer efedus eo Herve Latimier, evit al lennegezh (Al Liamm) hag aketus-tre ouzh pep tra a sell ouzh ar brezhoneg e Breizh

Ur stourmer efedus eo Herve Latimier, evit al lennegezh (Al Liamm) hag aketus-tre ouzh pep tra a sell ouzh ar brezhoneg e Breizh.

E Bali Breizh e vez pedet tud a bep seurt a ginnig deomp o sell ouzh kevredigezh Breizh hag ouzh ar vuhez o deus bevet tro dro d'ar brezhoneg.

Gant Herve, desavet gantañ ha gant Annaig o fevar bugel e brezhoneg daoust d'an divroañ eus Breizh evit al labour, reizher Skol Ober, e vez diskouezet hent un den en e sav a stourm en un doare seder ha trankil, an efedusañ, neketa ?

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....