Bep bloaz e vez an hevelep jeu o tont en-dro evit ar skolioù divyezhek : kavout ur skoazeller(ez). Kavet ez eus bet unan met goude 6 miz eo ret reiñ e sac'h dezhañ en-dro ha klask unan all
Bep bloaz e vez an hevelep jeu o tont en-dro evit ar skolioù divyezhek : kavout ur skoazeller(ez). Kavet ez eus bet unan met goude 6 miz eo ret reiñ e sac'h dezhañ en-dro ha klask unan all. Dre ma vez diouer a arc'hant 'tav 'giz 'tav gant ar c'hevredigezhioù a verr implijidi ar skolioù n'eus nemet ur seurt kevrat hag a zegouezh dezhe : ar CAE an hini eo. CAE (KAL e Brezhoneg) da lavaret eo Kevrat Ambroug d'al Labour. 90 % eus ar gopr a vez paeet gant ar stad, neuze ez eus forzh kevredigezhioù oc'h ober gantañ, anat. Ha gouzout a ra servijoù ar Stad an dra-se. N'eo ket un dra nevez n'eus ket gwenneienn a-walc'h 'ba yalc'had ar skolioù prevez pe « kevredigezhel » da c'hoprañ ur skoazeller bennaket dindan ur c'hevrad boutin. Daoust da se n'eo ket bet soñjet gant pennoù bras servijoù an Implij krouiñ ur c'hrevrat hag a glotfe gwelloc'h gant bed ar skolioù.
« An dud a c'hell bout gopraet dindan ur CAE/KAL a vez disheñvel-tre diouzh an dud a vez gwellet oc'h ober àr-dro ar vugale normalamant, ret eo lâr' ar wirionnez ! » a anzav ar prezidant kozh eus AEP ur skol Diwan. Ha gwir eo : tud dilabour abaoe pell, tud o tont eus « karterioù diaes », tud tapet gante o 50 vloaz, tud ampechet, tud 'b'an toull-bac'h met terket o c'hastiz, hag all. Anat eo, en o zouesk ez eus reoù barrek evit labourat gant ar vugale, faotañ ket lakaat karr ha kilhoroù an holl dud a c'hell bout kevrataet gant ur CAE/KAL, hogen e gwirionnez eo al lodenn vrasañ eus tud a c'hell kaout ur CAE/KAL n'int ket ar re varrekañ evit labourat e-barzh ur skol. Alies e vez kollet kalz amzer gant ar skolioù da zispartiañ pour ha triñchin ken dijaoj eo seurt kevrat gant o ezhommoù. Kement tud a AEPioù a zo bet souezhet o wellet tud ampechet peotramant tud dilabour abaoe pell hag aet hanter glaskerion bara oc'h en em ginnig d'ur bodad-tutañ. A-wechoù zoken e vezont rediet gant Pol Implij da vont d'ober kilometradoù en aner dindan boan da vout dizenrollet... « e kenkaz ma tremenfe an traoù » a vez soñjet moarvat. Ha setu un dud dilabour lakaet da foetañ bro e-giz ma vefent truacherion da viken.
Kevradoù dijaoj
A zo kaeroc'h, ne glot ket kondisionoù ar CAE/KAL gant mont en-dro ar skolioù dreist-holl 'b'ar skolioù bihan. E-se, enne e vez lakaet un implijiad d'ober àr-dro ar vugale gant ar skolaer met ezhomm vez dioutañ evit ar menaj goude ar skol ivez, hag evit ober àr-dro an diwallerezh, ar gantinenn, hag all. Hogen, rekinat a ra ar prefedoù (kar ret eo kaout asañt ar prefedoù evit sinañ ur c'hevrad CAE/KAL !) da sinañ kevradoù CAE/KAL ma vez lakaet tud d'ober un tamm menaj. Ar CAE/KAL zo bet krouet evit ma adkrogfe tud zo gant al labour, neuzen, dav eo lakaat ar pouez àr ar « stummañ » hag ar « pakañ barregezhioù nevez ». Setu ur mennozh mat...àr baper. Kar, e gwirionnez, n'hallo ket ur skol vihan goprañ un den ouzhpenn d'ober menaj evit un niver dister a eurvezhioù. Penaos ober neuzen ? Livañ gevier ? Laoskel ar skol evel m'emañ goude un devezh skol ? Lakaat tud ar vugale d'ober menaj ? Pep skol he deus kavet un diskoulm, meur a wech ne glontont ket rik gant al lezenn avat. Siwazh, en arbenn ma ne jaojont ket ar reolennoù labour ijinet gant ar Stad gant an traoù evel m'emaint e vez poulset an dud da c'hoari gant al lezennoù sokial.
Bloavezh skol 6 miz
Met, kement hag ober, ijinet zo bet ur skoilh all àr hent kroaz ar re a glask implijidi brezhonegerion : Hervez al lezenn ez eus tu sevel kevradoù CAE/KAL a bad adalek 6 miz betek 24 miz. Evit gwir, ne vez roet e asañt gant ar prefedoù nemet d'ar CAEioù 6 miz o fadelezh. Peseurt skol en deus ezhomm eus un skoazeller e-pad c'hwec'h miz nemetken tra ma pad 10 miz ur bloavezh-skol e-barzh an holl skolioù eus Breizh ha Bro-C'hall ? Ha perak sinañ ur c'hevrad all e miz C'hwevrer hag a bado 6 miz ouzhpenn tra ma ne chom nemet 4 miz a skol ? Neuzen, kerkent hag arruet miz C'hwevrer o dez aon tud ar skolioù da goll o implijiad e kenkaz ma ne vefe ket astennet e CAE/KAL. Eus tu an implijidi eo ar memes tra : Aon o dez da gemer penn hent Pol Implij en-dro mard eo bet krennet ar yalc'hadoù roet gant ar Prefeti. Hag, àr ar marc'had, trist e vez ar vugale pa vez kollet un den hag a labour gante abaoe deroù ar bloaz.
Ur c'hevrad nevez ?
Ouzhpenn da se, n'eo ket aes kavout tud a jaoj gant kondisionoù ar CAE/KAL a oar Brezhoneg pe a zo prest da zeskiñ ar yezh. « Ma pad 6 miz ar c'hevrad da betra servij deskiñ ur yezh ken diaes ? » a vez klevet gwech pe gwech all.
Gant pouez, a-fet implijoù, ar skolioù prevez 'ba Breizh, ha dreist-holl ar skolioù divyezhek, ha ne vefe ket un dra vat da grouiñ ur c'hevrad ispisial evit implijidi ar skolioù-se un deiz bennaket ? Marse e c'hellfe ar c'huzul-rannvro merañ an traoù ivez. Gant an dilabour oc'h ober e reuz b'ar vro e vefe ur mennozh poellek.
Poellekoc'h evit ar boutik a zo e pleustr an deiz ha hiziv forzh penaos.
Commentaires (3)
mos' ma